Levr Job 5:13
Péhini a douell ar ré fûr enn hô furnez hô-unan, hag a ziskar ménosiou ar ré fallagr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
He taketh the wise in their own craftiness: and the counsel of the froward is carried headlong.
In Context
14É-kreiz ann deiz é kavin̄t ann devalien, ha da grésteiz éz ain̄t a-dastourn ével da han̄ter-nôz.
Cross References
2 Samuel 15:31Hôgen rôet é oé da anaout da Zavid pénaoz Ac’hitofel a oa ivé enn dispac’h gan̄d Absalom: ha David a lavaraz: Diskar, Aotrou, mé az péd, kuzul Ac’hitofel.
2 Samuel 17:23Pa wélaz Ac’hitofel pénaoz né oa két bét heûliet hé guzul, é tibraz hé azen, é piñaz war-n-ézhan̄, hag éz éaz d’hé di ha d’hé géar: hag ô véza lékéat reiz enn hé dî, en em grougaz, hag hén̄ a oé bésiet é béz hé dâd. 21 Hôgen David a zeûaz d’ar c’hamp, hag Absalom a dreûzaz ar Jourdan, hen̄ hag ann holl dûd eûz a Israel a oa gan̄t-han̄.
Esther 7:10Aman a oé éta staget oud ar groug en dôa aozet évit Mardoché, ha droug ar roué a habaskaaz. ———— VIII. PENNAD. Ar roué a dorr ar c’hourc’hémennou a oa bét rôet a-éneb ar Iuzévien.
Psalms 7:15Chétu va énébour (M) en deûz digaset ann direizded; ann droug en deûz en̄géhen̄tet, hag ar fallagriez en deûz ganet.
Psalms 9:17Bézet taolet ar béc’herien enn ifern, hag ann holl vrôadou péré a an̄kounac’ha Doué.
Psalms 35:7O véza ma hô deûz héb abek aozet eur spi é-kûz évit va laza; hag hô deûz ivé héb abek kunuc’het va éné.