Levr ar Salmoù 9:17
Bézet taolet ar béc’herien enn ifern, hag ann holl vrôadou péré a an̄kounac’ha Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
The wicked shall be turned into hell, and all the nations that forget God.
In Context
16Ann Aotrou a vézô anavézet diouc’h ar varn a rai; ar péc’her a zô bét paket é labouriou hé zaouarn.
Cross References
Job 5:13Péhini a douell ar ré fûr enn hô furnez hô-unan, hag a ziskar ménosiou ar ré fallagr.
Psalms 44:17Kémen̄t-sé holl a zô bét c’hoarvézet gan-é-omp, ha n’hon eûz két da an̄kounac’héet; ha n’hon eûz két droûg-c’hréat é-kén̄ver da gévrédigez.
Psalms 49:14Ével dén̄ved in̄t bét lékéat enn ivern; ar marô hô debrô. Hag ar ré reiz hô dévézô galloud war-n-ézhô adaleg ar min̄tin; hag hô skoazel ken̄t a zeûi-da-gét enn ivern, pa hô dévézô kollet hô c’hloar.
Psalms 106:13Hôgen na gen̄dalc’hchon̄t két, hag é an̄kounac’héjon̄t hé ôbériou; ha na chortozchon̄t két hé guzul.
Proverbs 14:32Ann dén fallagr a vézô distôlet enn hé zrougiez; hôgen ann dén reiz a laka hé c’héd en hé varô.
Isaiah 5:14Râk-sé ann ifern en deûz ledanéet hé gôv, ha digoret hé c’hénou kémen̄d ha ma hellé, hag hé dud galloudek, hag hé dud dister, hag ar ré brudet-brâz, hag ar ré énoréta a ziskennô enn-han̄.