Levr Yona 1:6
Hag al lévier a dôstaaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄: Pénaoz é hellez-té kouska? Saô, galv da Zoué; martézé en dévézô ann Doué-zé koun ac’hanomp, ha na vézimp két kollet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 4:16Kéa ha stroll ann holl Iuzevien a gavi é Suza, ha pédit évid-oun. Na zebrit, na na évit a-héd trî dervez ha teir nôzvez; ha mé ivé a iunô gan̄t va flac’hed; ha goudé-zé éz inn da gavout ar roué a-éneb al lézen, hag héb béza galvet, oc’h en em rei d’ar gwall ha d’ar marô.
Psalms 107:6Neûzé hô deûz garmet étrézég ann Aotrou enn hô en̄krez; hag hén̄ en deûz hô zennet eûz hô foaniou.
Psalms 107:18Hô éné a hérézé péb boéd; hag hî a oa tôst da bersier ar marô.
Isaiah 3:15Pérâg é mac’hit-hu va fobl, hag é vlon̄sit-hu penn ar béorien, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.
Ezekiel 18:2Pérâg hoc’h eûs-hu trôet ar barabolen-man̄ é brô Israel, ha lékéat da lavar-paot, ô lavarout: Ann tadou hô deûz débret rézin c’hlâz, ha dent ar vugalé a zô bét kloc’het?
Amos 5:15Kasait ann drouk, ha karit ar mâd, ha dougit ar varn é-tâl ar porz: ha martézé ann Aotrou, Doue ann arméou en dévézô truez oud dilerc’hiou Jozef.