Levr Yona 1:7
Hag ann eil a lavaraz d’égilé: Deûit, ha taolomp d’ar sort, évit ma wezimp enn abek da biou é teû ar reûz-zé d’é-omp. Hag hî a daolaz d’ar sort: hag ar sort a gouézaz war Jonas.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 32:23Hôgen ma na rit két ar péz a livirit, diarvar eo é péc’hot a-énep Doué; ha gwézit pénaoz hô péc’hed a dizô ac’hanoc’h.
Joshua 7:13Saô, santéla ar bobl, ha lavar dézhô: En em zan̄télit évit war-c’hoaz; râk chétu pétrâ a lavar ann Aotrou Doué Israel: Éma ann anaoué enn da greiz, ô Israel; na helli két derc’hel stard oud da énébourien, kén na vézô gwastet eûz hô touez ann hini a zô kabluz eûz ar gwall-zé.
Judges 7:13Ha pa oé deûet Gédéon, unan eûz ar vrézélidi a zisplégé hé huvré da eunn all a oa tôst dézhan̄: ha chétu pénaoz é lavaré ar péz en dôa gwélet: Eunn huvré em eûz bét, ha mé a grédé d’in é wélenn eunn dorz vara heiz poazet dindân al ludu a ruḻé, hag a ziskenné é kamp ar Vadianited: hag ô véza deûet oud eunn telt, é stokaz out-han̄, hé ziskaraz, hag hé daolaz d’ann douar.
Job 10:2Mé a lavarô da Zoué: Na damall két ac’hanoun; rô da anaout d’in pérâg é varnez ac’hanoun ével-sé?