Levr Yona 3:6
Ar c’helou-zé a zeûaz da roué Niniva; hag hen̄ a zavaz diouc’h hé drôn, hag a ziwiskaz hé zaé roué, hag a wiskaz eur zac’h, hag a azézaz war al ludu.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 4:1Mardoché ô véza klézet kémen̄t-sé, a rogaz hé ziḻad, a wiskaz eur zac’h, hag a daolaz ludu war hé benn; hag hén̄ en em lékéaz da c’harmi é-kreiz leûr-géar, ô tiskouéza c’houervder hé galoun.
Job 2:8Hag hé-man̄ azézet war eur bern teil, a denn gan̄d eunn darbôd al lin-brein eûz hé c’houli.
Psalms 2:10Ha bréma, rouéed, digorit hô spéred (T); kémérit ken̄tel, c’houi péré a varn ann douar.
Jeremiah 13:18Mar d-ann er-méaz er parkou, chétu é kavann tûd lazet gan̄d ar c’hlézé; ha mar d-ann ébarz ar géar, chétu é wélann ré all dislébéret gan̄d ann naounégez. Ar broféded hag ar véléien a zô bét kaset ivé enn eunn douar ha na anavézen̄t két.
Lamentations 3:29Lakaad a rai hé c’hénou er poultr, évit gwélout hag hen en dévézô géd ével-sé. IOD.
Daniel 9:3Neûzé é trôiz va dremm étrézég ann Aotrou, va Doué, évid hé bédi hag hé bédi-stard er iuniou, er sac’h hag el ludu.