Levr Yona 3:8
Ra vézô ann dûd hag al loéned gôlôet a zeier, ha ra c’harmin̄t kréva ma hellin̄t étrézég ann Aotrou: ra zistrôi pép-hini eûz hé wall hen̄t, hag eûz ar fallagriez a zô enn hé zaouarn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 130:1Péger mad ha péger c’houék eo é choumfé ar breûdeûr kévret.
Isaiah 55:6É mein ar froud éc’h eûz lékéat da fisian̄s; énô éma da lôd: braoued-kennig éc’h eûz skuḻet war-n-ézhô, sakrifisou éc’h eûz gréat d’ézhô; ha na zavô két a zroug enn-oun diwar-benn kémen̄t-sé?
Isaiah 59:6Hôgen c’houi a vézô galvet béléien ann Aotrou; servichérien hon Doué é viot hanvet; gan̄t madou ar brôadou é viot maget, hag hô meûrded a vézô da c’hloar d’é-hoc’h.
Ezekiel 18:21Hôgen mar grâ ar fallagr pinijen eûz ann holl béc’héjou en deûz gréat, ha mar mîr va holl gélennou, na mar grâ barnédigez ha reizded; é vévô évit-gwîr, ha na varvô két.
Ezekiel 18:30Râk-sé, tî Israel, mé a varnô pép-hini hervez hé hen̄chou, émé ann Aotrou Doué. Distrôit, ha grît pinijen eûz hoc’h holl fallagriézou; hag ar fallagriez na vézô két da goll d’é-hoc’h.
Daniel 4:27Hag ar roué a gomzaz hag a lavaraz: Ha né két houn-nez ar Vabilon vraz-zé, am eûz savet da benn-kéar d’am rouan̄télez, é ners va galloud, é gloar va skéd?