Levr Yehoshoua 10:26
Ha goudé-zé Jozué a skôaz gan̄d ar rouéed-zé hag hô lékéaz da vervel, hag a lékéaz hô staga out pemp kroug: hag hî a choumaz krouget énô bétég ar pardaez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 21:22Milliget eo ann hini a gousk gan̄d hé c’hoar, merc’h hé dâd pé merc’h hé vamm; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.
Joshua 8:29Lakaad a réaz ivé staga oud ar groug roué Hai, bétég ar pardaez ha bété kûs-héol. Neûzé Jozué a c’hourc’hémennaz diskenni hé gorf-marô eûz ar grôaz: hag é oé taolet é-harz dôr kéar, hag é oé lékéat war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein, a zô choumet bétég-henn.
2 Samuel 21:9Hag hén̄ hô lékéaz étré daouarn ar C’habaonited: hag hî a grougaz anézhô war eur ménez dirâg ann Aotrou: hag hî hô zeiz a gouézaz, hag a oé lazet war-eunn-drô enn deisiou ken̄ta eûz ar médérez, pa édod ô von̄t da védi ann heiz.
Esther 7:9Hag Harbona, unan eûz ar spazéien péré a oa é servich ar roué, a lavaraz d’ézhan̄: Chétu éz eûz é-ti Aman eur groug eûz a han̄ter-kan̄t ilinad a uc’helder, a zô bét savet gan̄t-han̄ évit Mardoché, péhini en dôa komzet évid ar roué. Hag ar roué a lavaraz: Stagit-hén̄ out-hi.