Levr Yehoshoua 10:27
Ha p’az éa ann héol da guza, é c’hourc’hémennaz d’ar ré a oa gan̄t-han̄ m’hô tiskenchen̄t eûz ar groug: ha pa oen̄t bét diskennet gan̄t-hô, hô zeûrel a réjon̄t er c’héô, é péhini é oan̄t bét kuzet, hag é lékéjon̄t enn hé c’hénou kerrek brâz a zô choumet énô bétég-henn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 21:23Milliget eo ann hini a gousk gan̄d hé vamm-gaer; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.
Joshua 7:26Hag hî a zastumaz war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein, a zô choumet bétég hiriô. Ha frouden Zoué a zistrôaz diwar-n-ézhô. Hag al léac’h-zé a zô bét hanvet traon̄ien Akor, bétég-henn. ———— VIII. PENNAD. Ann Israélited a gémer ar géar a Hai. Jozué a zav eunn aoter.
2 Samuel 18:17Hag Absalom a oé kéméret ha taolet enn eur poull brâz er c’hoat, hag é oé savet war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein: hag holl Israel a déc’haz pép-hini d’hé delt.