Levr Yehoshoua 10:28
Enn hévélep deiz Jozué a géméraz ivé Maséda, hag a zisman̄traz anézhi gan̄d ar c’hlézé. Lakaad a réaz da vervel hé roué, hag ar ré holl a choumé enn-hi; ha na lézaz két enn-hi ann distéra dén. Ober a réaz da roué Maséda ével m’en dôa gréat da roué Jériko.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
29Éûz a Vaséda é tréménaz gan̄d Israel holl da Lebna, hag é stourmaz out-hi.
Cross References
Deuteronomy 7:2Ha mar teû da c’hoarvézout ar péz en deûz lavaret; ha ma lavar-hen̄ d’id: Déomp, hag heûliomp douéed a-ziavéaz ha na anavézez két, ha servichomp anézhô.
Deuteronomy 20:16Ann Aotrou da Zoué a c’hourc’hémenn d’id hiriô ôber ar c’hélennou-zé hag ar barnédigézou-zé; ha ma viri, ha ma sévéni anézhô a greiz da galoun hag a greiz da éné.
Joshua 8:2Hag é ri é-kén̄ver Hai, hag hé roué, ével ma éc’h eûz gréat é-kén̄ver Jériko, hag hé roué. Hôgen kéméroud a réot évid-hoc’h ar preiz hag ann holl loéned: laka spiou adrén̄ kéar.
Joshua 10:30Hag ann Aotrou a lékéaz ar géar-zé gan̄d hé roué étré daouarn Israel. Laza a réjon̄t gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hi ha na lézchon̄t két enn-hi ann distéia dén. Ober a réjon̄t da roué Lebna, ével m’hô dôa gréat da roué Jériko.
Joshua 10:35Hag é stourmaz out-hi enn hévélep deiz: hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hî, ével m’en dôa gréat é Lakis.
Joshua 10:39Hé c’héméroud a réaz, hag é wastaz anézhi. Laza a réaz gan̄d ar c’hlézé hé roué, ha kémen̄d dén en em gavaz er géar-ze, hag er c’heriou all; ha na lézaz ket enn-hô ann distéra dén. Ével m’en doa gréat é Hébron hag é Lebna, hag é kén̄ver hô rouéed, é réaz é Dabir, hag é-kén̄ver hé roué.