Levr Yehoshoua 23:15
Hôgen mar gwélit é vé drouk d’é-hoc’h servicha ann Aotrou, eo rôet ar c’hemm d’é-hoc’h; dilennid hiriô ar péz a blijô gan-é-hoc’h; pétrâ eo gwell d’é-hoc’h da zervicha, pé ann douéed hô deûz servichet hô tadou er Mêzopotamia, pé douéed ann Amorréed, é brô péré é choumit: hôgen évid-oun ha va zî é servichimp ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:14Ma na zélaouit két ac’hanoun, ha ma na zévénit két va holl c’hourc’hémennou,
Judges 3:8Hag ann Aotrou ô véza éat drouk enn-han̄ a-énep (T) Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn Chusan-Rasa-taim, roué Mézopotamia; hag é choumchon̄t eiz vloaz dindân hé véli.
Judges 4:1Bugalé Israel a réaz adarré ann drouk dirâg ann Aotrou goudé marô Aod;
Judges 10:6Hôgen bugalé Israel, ô lakaat péc’héjou névez war béc’héjou kôz, a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a zervichaz ann idolou, ha Baalim hag Astarot, ha douéed ar Siria ha Sidon, ha Moab, ha mipien Ammon, hag ar Filistined: dilezel a réjon̄t ann Aotrou, ha na géelchon̄t mui anézhan̄.