Levr Yehoshoua 23
1Ha Jozué a zastumaz holl vreûriézou Israel é Sichem, hag a c’halvaz ann hénaoured, hag ar brin̄sed, hag ar varnerien, hag ar pennou-kéar; hag ar ré-man̄ a choumaz enn hô zâ dirâg ann Aotrou;
2Hag hén̄ a gomzaz ével-henn oud ar bobl: Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel: Hô tadou, Taré, tâd Abraham, ha Nakor, a zô bét ô choum enn tû all d’ar ster er penn ken̄ta; hag hî hô deûz servichet douéed a-ziavéaz.
3Tenna a rîz éta hô tâd Abraham eûz a harzou ar Mézopotamia, hag é kasiz anézhan̄ é douar Kanaan; hag é kreskiz hé wenn;
4Hag é rôiz d’ézhan̄ Izaak: ha da Izaak é rôiz Jakob hag Ézan. Da Ézan é rôiz ménez Seir é kers; hôgen Jakob hag hé vugale a ziskennaz d’ann Éjipt.
5Kâs a riz Moizez hag Aaron, hag é skôiz ann Éjipt gan̄t kalz a arouésiou hag a vurzudou.
6Ha mé hô tennaz eûz ann Éjipt, c’houi hag hô tadou, hag é teûjot étrézég ar môr: hag ann Éjiptianed a iéaz war-lerc’h hô tadou gan̄t kirri ha marc’hein, bétég ar môr Rûz
7Hôgen bugalé Israel a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a lékéaz tévalien étré c’houi hag ann Éjiptianed, hag a zigasaz ar môr war-n-ézhô, hag a c’hôlôaz anézhô. Hô taoulagad hô deûz gwélet kémen̄d em eûz gréat enn Éjipt, hag oc’h choumet pell-amzer enn distrô:
8Hag hô lékéat em eûz da von̄t é douar ann Amorréed, péré a choumé enn tû all d’ar Jourdan. Ha pa stourmen̄t ouz hoc‘h, mé em eûz hô lékéat étré hô taouarn; hag oc’h deûet da véza perc’hen enn (T) hô douar, goudé béza hô lazet.
9Hôgen Balak, mâb Séfor, roué Moab, a zavaz hag a stourmaz oud Israel. Hag hén̄ a gasaz Bataam, mâb Béor, évid hô milliga.
10Ha na fellaz ket d’in hé zélaoui, hôgen enn-énep é vennigiz ac’hanoc’h dré-z-han̄, hag hô tenniz eûz hé zaouarn.
11Treûzi a réjot ar Jourdan, hag é teûjot da Jériko, ha tûd ar géar-zé a stourmaz ouz-hoc’h, ann Amorréed, hag ar Férézéed, hag ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ar Gerjéséed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed; ha mé hô lékéaz étré hô taouarn.
12Hag é kasiz enn hô raok sardoned, hag é taoliz anézhô eûz hô brô, da lavaroud éo, daou roué d’ann Amorréed, nann dré hô klézé, na dré hô kwarek.
13Ha mé a rôaz d‘é-hoc’h eunn douar, é péhini n’hô pôa két labouret, ha keriou ha n’hô pôa két savet, évit choum enn-hô, gwini hag olived ha n’hô pôa két plan̄tet.
14Doujid éta bréma ann Aotrou, ha servichit anézhan̄ gan̄d eur galoun klôk ha gwirion: lamit ann douéed hô deûz servichet hô tadou er Mézopotamia hag enn Éjipt, ha servichit ann Aotrou.
15Hôgen mar gwélit é vé drouk d’é-hoc’h servicha ann Aotrou, eo rôet ar c’hemm d’é-hoc’h; dilennid hiriô ar péz a blijô gan-é-hoc’h; pétrâ eo gwell d’é-hoc’h da zervicha, pé ann douéed hô deûz servichet hô tadou er Mêzopotamia, pé douéed ann Amorréed, é brô péré é choumit: hôgen évid-oun ha va zî é servichimp ann Aotrou.
16Hag ar bobl a respoun̄taz hag a lavaraz: Doué ra virô ma tilézimp ann Aotrou, ha ma servichimp douéed a-ziavéaz.
17Ann Aotrou hon Doué eo en deûz hé-unan hon tennet, nî hag hon tadou, eûz a zouar ann Éjipt, eûz a vrô ar sklavérez: ha gréat en deûz dirâg hon daoulagad arwesiou brâz-meûrbéd, hag en deûz hor miret enn holl hen̄t dré béhini hon eûz kerzet, hag é-touez ann holl boblou dré greiz péré hon eûz tréménet.
18Hag harluet en deûz ann holl vrôadou-zé hag ann Amorréed a choumé enn douar é péhini omp deûet. Servicha a raimb éta ann Aotrou, ô vésa ma eo hén̄ hé-unan hon Doué.
19Ha Jozué a lavaras d’ar bobl: Na hellot két servicha ann Aotrou, râg eunn Doué san̄t eo, eunn Doué kré hag oasuz, ha né két héb anaout hô torféjou hag hô péc’héjou.
20Mar tilézit ann Aotrou, ha mar servichit douéed a-ziavéas, é trôiô enn hoc’h énep hag é c’hlac’harô ac’hanoc’h, hag é vevésô ac’hanoc’h goudé béza gréat vâd d’é-hoc’h.
21Hag ar bobl a lavaras da Jozué: Na c’hoarvézô bikenn ar péz a lévérez; hôgen servicha a raimb ann Aotrou.
22Ha Josué a lavaras d’ar bobl: Testou oc’h pénaos hoc’h eûz dilennet hoc’h-unan ann Aotrou évid hé servicha. Hag hî a respoun̄tas: Testou omp.
23Bréma éta, émé-z-han̄, lamit ann douéed a-ziavéaz eûz hô touez, ha soublit hô kalounou étrézég ann Aotrou, Doué Israel.
24Hag ar bobl a lavaras da Jozué: Servicha a raimb ann Aotrou hon Doué, hag é sen̄timp oud hé gélennou.
25Josué a réas éta enn deiz-zé kévrédigez gan̄d ar bobl, hag é lékéaz dira-z-han̄ ar c’hélennou hag ar barnédigézou é Sichem.
26Skriva a réaz ivé ann holl c’heriou-zé é levr lésen ann Aotrou; hag é kéméraz eur méan brâs-meûrbéd, a lékéaz dindân eur wésen dérô a ioa é san̄tuar ann Aotrou:
27Hag é lavaraz d’ann holl bobl: Chétu ar méan-zé a vézô da dést d’é-hoc’h, pénaos en deûz klévet ann holl gomsiou en deûz lavaret ann Aotrou d’é-hoc’h; gan̄d aoun na felfé d’é-hoc’h goudé-henn hô dinac’ha, ha lavarout gévier d’ann Aotrou hô Toué.
28Hag é kasaz kuit ar bobl, pép-hini d’hé drâ.
29Ha goudé-zé Jozué, mâb Nun, servicher ann Aotrou, a varvaz, hag hén̄ oajet a zék vloaz ha kan̄t.
30Hag hî a véziaz anézhan̄ é harzou hé drâ hé-unan, é Tamnatsaré, a zô diazézet war vénez Éfraim, war-zû ann han̄ter-nôz eûz a vénez Gaas.
31Hag Israel a servichaz ann Aotrou é-pâd ann holl zeisiou eûz a Jozué hag eûz ann hénaoured a vévaz pell-amzer goudé Josué, ha péré a anavézé ann holl ôberiou en dôa gréat ann Aotrou enn Israel.
32Bésia a réjon̄t ivé eskern Jozef, hô dôa digaset bugalé Israel eûz ann Éjipt, é Sichem, enn eul léac’h eûz ar park en dôa prénet Jakob digan̄t vugalé Hémor, tâd Sichem, hag a oa digwézet é kers da vugalé Josef.
33Éléazar, mâb Aaron, a varvaz ivé; hag é vézchon̄t anézhan̄ é Gabaot, a oa da Finéez, hé vâb, hag a oa bét rôet d’ézhan̄ war vénez Éfraim. ————