Levr ar Varnerien 3:8
Hag ann Aotrou ô véza éat drouk enn-han̄ a-énep (T) Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn Chusan-Rasa-taim, roué Mézopotamia; hag é choumchon̄t eiz vloaz dindân hé véli.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 3
Cross References
Judges 2:14Hag ann Aotrou ô sével droug enn-han̄ a-énep Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn hô énébourien, péré hô c’héméraz, hag hô gwerzaz d’ann énébourien a choumé trô-war-drô: ha na hellchon̄t két ôber penn d’hô énébourien.
Judges 4:9Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Mon̄d a rinn gan-éz; hôgen évid ar véach-man̄ ar gounid na vézô két rôet d’id, ô véza ma vézô lékéat Sisara étré daouarn eur vaouez. Debbora a zavaz éta, hag a iéaz gan̄t Barak da Zédez.
Psalms 6:1Aotrou, na damall két ac’hanoun enn da frouden, ha na gastiz két ac’hanoun enn da vuanégez.
Psalms 106:41Hag hén̄ hô lékéaz étré daouarn ar brôadou; hag hî hô dôé da vistri ar ré a gaséé anézhô.