Levr Yehoshoua 7:11
Israel en deûz péc’het; ha torret eo bét gan̄t-han̄ va c’hévrédigez: kéméret hô deûz darn ann traou a ioa bét milliget (T), laéret hô deûz, gévier hô deûz lavaret, ha kuzet hô deûz hô laéron̄si é-touez hô diḻad.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Hag ann Aotrou a lavaraz da Jozué: Saô, pérâg oud-dé gourvézet war ann douar?
Cross References
Deuteronomy 17:2Ar bastard, da lavaroud eo, ann hini a zô ganet eûz a eur c’hast, n’az ai két é strollad ann Aotrou, bétég ann dékved rumm.
Joshua 7:1Hôgen bugalé Israel a dorraz ar gourc’hemenn a oa bet gréat d’ézhô, hag é kémerchon̄t évit-hô ar péz a oa bét anaouéet. Rag Akan, mâb Karmi, mâb Zabdi mâb Zaré, eûz a vreûriez Juda, a gémeraz eunn dra a ioa bét milliget: hag ann Aotrou a zavaz drouk enn-han̄ a-énep bugalé Israel. (T).
Joshua 23:16Hag ar bobl a respoun̄taz hag a lavaraz: Doué ra virô ma tilézimp ann Aotrou, ha ma servichimp douéed a-ziavéaz.
Isaiah 24:5Ével ar c’hrouéz enn eul léac’h séac’h, é vuéli safar ann diavésidi: lakaad a ri da zizec’ha nested ar ré gré, ével gan̄d ar c’hrouéz dindan eunn amzer gôlôet a c’hoabr.
Jeremiah 31:32Enn abek da zrougiez Israel, ha bugalé Juda hô deûz gréat évit va héga, hî hag hô rouéed, hag hô frin̄sed, hag hô béléien, hag hô proféded, ha tûd Juda, hag ar ré a choumé é Jéruzalem.