Levr Yehoshoua 8:1
Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Jozué: N’az péz kéd a aoun ha na spoun̄t két. Kémer gan-éz ann holl vrézélidi, ha kerz a-énep kéar Hai; chétu em eûz lékéat étré da zaouarn hé roué, hag hé bobl, ha kéar, hag ar vrô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 7:18Keit ha ma sélaoui mouéz ann Aotrou da Zoué, ha ma viri hé holl gélennou, a c’hourc’hemennann d’id hiriô évit ma rî ar péz a zô hétuz dirâg ann Aotrou da Zoué. ———— XIV. PENNAD. Loéned glân ha dic’hlan. Déogou ha banvésiou dirâg ann Aotrou.
Joshua 2:24Hag é léverchon̄t d’ézhan: Ann Aotrou en deûz lékéat ann holl vrô-zé étré hon daouarn, hag ar ré holl a choum enn-hi a zô gwall en̄krézet gan̄d ar spoun̄t. ———— III. PENNAD. Bugalé Israel a dreûz ar Jourdan.
Joshua 7:6Hôgen Jozué a rogaz hé ziḻad, hag en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar dirâg arc’h ann Aotrou, hén̄ hag holl hénaoured Israel, bétég ar pardaez: hag hî a daolaz poultr war hô fennou;
Joshua 10:7Jozué a gerzaz éta eûz a C’halgala, ha gan̄t-han̄ ar vrézélidi eûz hé armé, péré a oa eûz ar ré galounéka.
Psalms 44:3Râk né két gan̄d hô c’hlézé eo éz in̄t deûet da véza perc’hen d’ann douar (T): ha né két hô bréac’h é deûz hô dieûbet; hôgen da zourn déou, ha da vréac’h, ha sklerder da zremm; ô véza ma éc’h eûz hô c’haret.