Levr Yehoshoua 8:14
Pa wélaz kémen̄t-sé roué Hai, é teûaz buhan diouc’h ar min̄tin er-méaz eûz a géar gan̄d hé holl armé, hag é kasaz hé vrézélidi étrézég ann distrô hép gouzout pénaoz éz oa tûd é spi adrén̄ d’ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 8:16Ha ré Hai och ôber eur garm war-eunn-drô, hag oc’h en em galounékaat ann eil égilé, a iéaz war hô lerc’h. Ha pa oen̄t éat er-méaz eûz a géar,
Judges 20:37Ar ré-man̄ ô sével râk-tâl eûz al léac’h é péhini é oan̄t kuzet, a dré-c’haz bugalé Ben̄jamin a dec’hé enn hô râok, a iéaz ébarz kéar hag a lazaz gan̄d ar c’hlézé ann holl dûd a oa enn-hi.
Daniel 4:31Goudé éta ma oé sevénet ann deisiou, mé Nabukodonosor a zavaz va daoulagad étrézég ann én̄v; ha va spéred a oé asrôet d’in; ha mé a vennigaz ann Uc’hel-brâz, hag a veûlaz hag a énoraz ann hini a vév da-vikenn: ô véza ma eo peûr-baduz hé c’halloud, ha ma pad hé rouan̄télez a-wenn-é-gwenn.