Levr ar Varnerien 13
1Ha bugalé Israel a réaz c’hoaz ann drouk dirâg ann Aotrou, péhini hô lékéaz étré daouarn ar Filistined é-pâd daou-ugen̄t vloaz.
2Hôgen béz’ éz oa eunn dén eûz a Zaraa, hag eûz a wenn Dan, hanvet Manué, péhini en dôa eur c’hrég bréc’han̄.
3Hag éal ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhî, hag a lavaraz d’ézhi: Bréc’han̄ oud hag héb bugalé; hôgen té a en̄géhen̄tô hag a c’hanô eur mâb.
4Laka évez éta na évi na gwîn na bier, ha na zebri nétrâ a zic’hlan;
5Râk té a en̄géhen̄to hag a c’hanô eur mâb, war benn péhini n’az ai két ann aoten: râk Nazaréad Doué é vézô adalek hé vugaléach hag adalek kôv hé vamm, hag hen̄ a zeûiô da denna Israel eûz a zaouarn ar Filistined.
6Hou-man̄ a zeûaz da gaout hé ozac’h, hag a lavaraz d’ézhan̄: Eunn dén Doué a zô deûet d’am c’havout, hag hén̄ d’ézhan̄ doaré eunn éal, eûzuz-brâz. Ha pa em eûz goulennet digan̄t-han̄ piou é oa, hag a béléac’h é teûé, ha pé hanô en dôa, né két fellet d’ézhan̄ hé lavarout d’in.
7Hôgen chétu pétrâ en deûz lavaret: Té a en̄géhon̄tô hag a c’hanô eur mâb: laka évez na évi na gwîn na bier, ha na zébri nétrâ a zic’hlan: râk Nazaréad Doué é vézô ar bugel adaleg hé vugaléach, hag adalek kôv hé vamm bété deiz hé varô.
8Manué a bédaz éta ann Aotrou hag a lavaraz: Da bédi a rann, ô Aotrou, ma teûi adarré ann dén Doué éc’h eûz digaset ha ma teskô d’é-omp pétrâ a dléomp da ôber eûz ar bugel a dlé béza ganet.
9Hag ann Aotrou a glevaz out péden Manué, hag éal ann Aotrou en em ziskouézaz adarré d’hé c’hrég pa édô azézet enn eur park. Hôgen Manué, hé ozac’h, né oa két gan̄t-hi. Ha pa é dôé-hî gwélet ann éal,
10É rédaz râk-tâl da gavout hé ozac’h, hag hé roaz da anaout d’ézhan̄, ô lavarout: Chétu eo en em ziskouézet d’in ann dén em bôa gwélet ken̄t.
11Ha Manué a zavaz, hag a iéaz war-lerc’h hé c’hrég: hag ô véza deûet étrézég ann dén, é lavaraz d’ézhan̄: Ha té éo ec’h eûz komzet oud ar c’hrég-man̄? Hag hen̄ a lavaraz: Mé eo.
12Ha Manué a lavaraz d’ézhan̄: Pa vézô sévénet da c’her, pétrâ a fell d’id é rajé ar bugel? Ha pétrâ a ran̄kô hé ziouéri?
13Hag éal ann Aotrou a lavaraz da Vanué: Ra ziouérô kémen̄t em eûz lavaret d’as grég:
14Na zebret nétrâ eûz a gémen̄t a zeû eûz ar winien, na évet na gwîn na bier, ha na zebret nétrâ a zic’hlan; ha sévénet ha miret ar péz em eûz gourchémennet d’ézhi.
15Ha Manué a lavaraz da éal ann Aotrou: Aotré d’in, mé az péd, ar péz a c’houlenninn digan-éz, ma aozimp d’id eur menn gavr.
16Hag ann éal a lavaraz d’ézhan̄: Ha pa bédfez stard ac’hanoun, na zebrinn két eûz da vara: hôgen mar fell d’id ôber eur sakrifiz-losk, kennig-hén̄ d’ann Aotrou. Ha Manué na wié két pénaoz é oa éal ann Aotrou.
17Hag hén̄ a lavaraz d’ann éal: Pé hanô oud, évit, pa vézô sévénet da c’hér, ma énorimp ac’hanod.
18Hag ann éal a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg é klaskez-té va hanô, pa eo estlammuz?
19Manué a géméraz éta ar menn-gavr, hag ar braoued-kennig; hag é lékéaz anézhô war eur méan, oc’h hô c’henniga d’ann Aotrou péhini a ra burzudou: hogen hén̄ hag hé c’hrég a zellé.
20Ha pa zavaz flamm ann aoter étrézég ann én̄v, éal ann Aotrou a zavaz ivé er flamm. Ha pa wélaz Manué hag hé c’hrég kémen̄t-sé, en em strin̄kchon̄t d’ann douar war hô génou;
21Hag éal ann Aotrou n’en em ziskouézaz mui d’ézhô. Ha Manué a vennaz râk-tâl pénaoz é oa éal ann Aotrou;
22Hag hén̄ a lavaraz d’hé c’hrég: Mervel a raimp évit gwîr, râg gwélet hon eûz Doué.
23Hag hé c’hrég a lavaraz d’ézhan̄: Ma vé bét fellet d’ann Aotrou hol laza, n’en divijé két digéméret eûz hon daouarn ar sakrifiz-losk hag ar braoued-kennig, ha n’en divijé két diskouézet d’é-omp ann holl draou-zé, na diouganet ar péz a dlé c’hoarvézout. 21 Ar c’hrég a c’hanaz éta eur mâb, hag a c’halvaz anézhan̄ Samson. Ar bugel a greskaz, hag ann Aotrou a vennigaz anézhan̄.
25Ha spéred ann Aotrou a zeûaz da véza gan̄t-han̄ é kamp Dan, étré Saraa hag Estaol. ———— XIV. PENNAD. Samson a lâz eul léon.