The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 14

1Ha Samson a ziskennaz da Damnata; hag ô véza gwélet énô eur vaouez é-touez merc’hed ar Filistined,

2É piñaz, hag hé rôaz da anaout d’hé dâd ha d’hé vamm, ô lavarout: Gwélet em eûz eur vaouez é Tamnata é-touez merc’hed ar Filistined: rô-hi d’in da c’hrég, mé az péd.

3Hé dâd hag hé vamm a lavaraz d’ézhan̄: Ha n’eûz két a vaouez é-touez merc’hed hor breûdeûr, hag é-kreiz hon holl bobl, évit ma fell d’id kéméroud eur c’hrég é-touez ar Filistined, péré a zô dienwadet? Ha Samson a lavaraz d’hé dâd: Rô-hî d’in; rak plijet é deûz d’in pa em eûz hé gwélet. (T).

4Hôgen hé dûd na wien̄t két pénaoz é teûé kémen̄t-man̄ a berz ann Aotrou, ha pénaoz é klaské eunn abek a-éneb ar Filistined: râg enn amzer-zé ar Filistined hô dôa galloud war Israel.

5Samson a ziskennaz éta gan̄d hé dâd hag hé vamm da Damnata. Ha pa oen̄t deûet da winiennou kéar, en em ziskouézaz eul léon iaouan̄k hag hén̄ férô hag ô iuda, hag a zeûaz étrézé Samson.

6Hôgen spéred ann Aotrou a grogaz é Samson, hag hén̄ a ziskolpaz al leon, oc’h hé zispenna ével eur menn-gavr, pétrâ-bennâg n’en dôa nétrâ enn hé zourn: ha na fellaz két d’ézhan̄ lavarout kémen̄t-sé d’hé dâd ha d’hé vamm.

7Hag hén̄ a ziskennaz, hag a gomzaz gan̄d ar vaouez é dôa plijet d’ézhan̄.

8Hag a-benn eunn nébeût dervésiou pa zistrôé évid hé c’hémérout da c’hrég, é tistrôaz diwar hé hen̄t évit gwélout korf-marô al léon; ha chétu é kavaz eunn héd gwénan hag eunn diren-vél é génou al léon.

9Hé c’héméroud a réaz enn hé zaouarn, hag é tebré enn eur gerzout: hag ô ton̄t étrézég hé dâd hag hé vamm, é rôaz lôd d’ézhô, hag hî a zebraz; hôgen na fellaz két d’ezhan̄ diskléria d’ézhô pénaoz en dôa kéméret ar mél é korf al léon.

10Ann tâd a ziskennaz éta da gavout ar vaouez, hag a réaz eur banvez d’hé vâb; râg ar c’hîz é oa ével-sé é-touez ann dud-iaouan̄k.

11Pa oé gwélet gan̄t tûd al léac’h-zé, é rôjon̄t d’ézhan̄ trégon̄t dén-iaouan̄k évit mon̄t gan̄t-han̄.

12Ha Samson a lavaraz d’ézhô: Mé a fell d’in rei d’é-hoc’h eur lavar-gôlôet da en̄klaskout: ma hé zisplégit d’in é-pâd ar seiz dervez eûz ar banvez, é rôinn d’é-hoc’h tregon̄t liénen ha kémen̄d all a zaéou:

13Hôgen ma na hellit hé zispléga, é rôot d’in trégon̄t liénen ha kemen̄d all a zaéou. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Rô da lavar-gôlôet, ma her c’hlevimp.

14Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: eûz ann hini a zebr eo deûet ar boéd, hag eûz ann hini kré eo deûet ann dra c’houék: ha na helchon̄t két, é-pâd trî dervez, displéga al lavar-gôlôet.

15Hôgen pa dostéé ar seizved deiz é léverchon̄t da c’hrég Samson: Gra lidou d’as ozac’h, ha laka-hén̄ da ziskleria d’id pétrâ eo hé lavar-gôlôet. Ma na fell két d’id hé ôber, as tévimp, té ha tî da dâd: hag hor galvet éc’h eûz té d’as eûred évid hon diwiska?

16Hou-man̄ na réa némét gwéla dirâk Samson, hag en em glemmé, ô lavarout: Va c’hasaat a réz, ha n’am c’harez két: dré-zé eo na fell két d’id displéga d’in al lavar-gôlôet éc’h eûz rôet da vipien va bobl. Hag hén̄ a lavaraz: Ne két fellet d’in hé lavarout d’am zâd ha d’am mamm; ha mé a helfé hé lavarout d’id?

17Gwéla a réaz éta hî dira-z-han̄ é-pâd ar seiz dervez a vanvez: enn-divez ar seizved deiz goudé béza bét rec’het gan̄t-hî, hé ziskleriaz d’ézhi. Hag hî râk-tâl hé rôaz da anaout d’hé c’henvrôiz.

18Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ ar seizved deiz abarz kûs-héol: Pétrâ a zô c’houékoc’h égéd ar mél, ha pétrâ a zô kréoc’h égéd al léon? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Ma n’hô pé két aret gan̄t va ounner, n’hô pijé két kavet va lavar-gôlôet.

19Ha spéred ann Aotrou a grogaz é Samson, hag hén̄ a ziskennaz da Askalon, hag a lazaz énô trégon̄t dén̄: hag ô véza kéméret hô diḻad, é rôaz anézhô d’ar ré hô dôa displéget hé lavar-gôlôet. Hag ô von̄t droug enn-han̄ é piñaz da dî hé dâd.

20Koulskoudé hé c’hrég a zimézaz gan̄d unan eûz hé miñouned, hag eûz ar ré a oa bét enn hé eûred. ———— XV. PENNAD. Samson a zev éd ar Filistined. Mil Filistin a lâz gan̄t karvan eunn azen.

← Levr ar Varnerien 13Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 15 →

Study Levr ar Varnerien 14

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021