Levr ar Varnerien 3:10
Spéred ann Aotrou a oé enn-han̄, hag hén̄ a varnaz Israel. D’ar brézel éz éaz, hag ann Aotrou a lékéaz étré hé zaouarn Chusan-Rasa-taim, roué Siria, hag hén̄ hé lékéaz dindân hé véli.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Hag ann douar a choumaz péoc’h é-pâd daou-ugen̄t vloaz; hag Otoniel, mâb Sénez, a varvaz.
Read all of Levr ar Varnerien 3
Cross References
Numbers 11:25Neûzé ann Aotrou a ziskennaz enn eur goabren hag a gomzaz out Moizez; hag ô kémérout eûz ar spéred a oa enn hé-man̄, hé rôaz d’ann dék dén ha tri-ugen̄t. Ha pa oé en em arzaôet ar spéred war-n-ézhô, é tiouganchon̄t, hag é réjon̄t bépréd abaoé.
Numbers 24:2Hag ô sével hé zaoulagad, é wélaz Israel enn hé deltou, reizet diouc’h hé vreûriézou. Ha spéred Doué ô véza krôget enn-han̄,
Judges 6:34Hôgen spéred ann Aotrou a zeûaz war Gédéon, péhini ô séni gan̄d ar c’horn-boud a zastumaz tî Abiézer, évit ma teûjé war hé lerc’h.
Judges 11:32Ha Jefté a dréménaz da vrô mipien Ammon évit stourmi out-hô: hag ann Aotrou hô lékéaz étré hé zaouarn.
Judges 14:6Hôgen spéred ann Aotrou a grogaz é Samson, hag hén̄ a ziskolpaz al leon, oc’h hé zispenna ével eur menn-gavr, pétrâ-bennâg n’en dôa nétrâ enn hé zourn: ha na fellaz két d’ézhan̄ lavarout kémen̄t-sé d’hé dâd ha d’hé vamm.
Judges 15:14Pa oé deûet hén̄ da léac’h ar Garvan, ha pa zeûé ar Filistined d’hé gavout eno eur c’harmi, spéred ann Aotrou a grogaz é Samson: hag ével ma losk al lin kerken̄t ha ma tôsta ann tân out-han̄, ével-sé ar c’herdin gan̄t péré é oa éréet a dorraz hag en em zistagaz.