Levr ar Varnerien 3
1Chétu aman̄ ar brôadou a lézaz ann Aotrou, évit deski dré-z-hô Israel hag ar ré holl péré n’hô dôa két anavézet brézéliou ar C’hananéed:
2Évit ma teskché hô bugalé hô-goudé en em ganna oud hô énébourien, hag en em voaza da stourmi.
3Ar pemp prin̄s eûz ar Filistined, hag ann holl Gananéed, hag ar Sidonied, hag ann Hévéed, péré a choumé war vénez Liban adalek ménez Baal-Hermon bété m’az éeur da Émat.
4Hag ann Aotrou hô lézaz, évit ma arnodché Israel dré-z-hô, ha ma wélché hag hi a zélaouché gourc’hémennou ann Aotrou, en dôa rôet d’hô zadou dré c’hénou Moizez, pé na zélaouché két.
5Râk-sé bugalé Israel a choumaz é-kreiz ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ann Amorréed, hng ar Férézéed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed:
6Hag hî a géméraz da c’hragez hô merc’hed, hag a rôaz da c’hragez d’hô mipien hô merc’hed hô-unan, hag hî a zervichaz hô douéed.
7Hag hî a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a an̄kounac’haz hô Doué, évit servicha Baalim hag Astarot
8Hag ann Aotrou ô véza éat drouk enn-han̄ a-énep (T) Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn Chusan-Rasa-taim, roué Mézopotamia; hag é choumchon̄t eiz vloaz dindân hé véli.
9Hag hî a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a lékéaz da zével eur salver d’ézhô, hag hô dieûbaz, da lavaroud eo, Otoniel, mâb Sénez, breûr iaouan̄ka Kaleb.
10Spéred ann Aotrou a oé enn-han̄, hag hén̄ a varnaz Israel. D’ar brézel éz éaz, hag ann Aotrou a lékéaz étré hé zaouarn Chusan-Rasa-taim, roué Siria, hag hén̄ hé lékéaz dindân hé véli.
11Hag ann douar a choumaz péoc’h é-pâd daou-ugen̄t vloaz; hag Otoniel, mâb Sénez, a varvaz.
12Hôgen bugalé Israel a réaz adarré ann drouk dirâg ann Aotrou pehini a grévaaz enn hô énep Églon, roué Moab, ô véza m’hô dôa gréat ann drouk dira-z-han̄.
13Unani a réaz gan̄t-han̄ bugalé Ammon hag Amalek; hag éz éaz, hag é tréc’haz Israel, hag é kéméraz kéar ar palmez.
14Ha bugalé Israel a choumaz triouec’h vloaz dindân galloud Églon, roué Moab.
15Ha goudé-zé é c’harmchon̄t oud ann Aotrou, péhini a lékéaz da zével eur salver d’ezhô hanvet Aod, mâb Géra, mâb Jémini, péhini a ioa déouiad ha kleiziad. (T). Ha bugalé Israel a gasaz dré-z-han̄ traou kaer da Églon, roué Moab.
16Aod a réaz évit-han̄ eunn dager diou dremm, péhini en dôa eunn harzourn hîr ével palv ann dourn, hag é lékéaz anézhan̄ dindân hé zaé war hé vorzed zéou.
17Hag hén̄ a gennigaz ar rôou da Églon, roué Moab. Hôgen Églon a oa gwall déô.
18Ha goudé m’en dôé Aod kenniget d’ézhan̄ hé rôou, éz éaz-kuît gan̄d hé genvreûdeûr a oa deûet gan̄t-han̄.
19Hag ô véza distrôet eûz a C’halgala, é péléac’h édô ann idolou, é lavaraz d’ar roué: Eur gér em eûz da lavaroud d’id é-sioul, ô roué. Hag ar roué a lavaraz tével, hag ar ré holl a oa war hé drô ô véza éat er-méaz,
20Aod a iéaz d’hé gavout en̄dra ma édô hé-unan azézet enn hé gambr han̄v, hag é lavaraz d’ézhan̄: Eur gér em eûz da lavaroud d’id a bers Doué. Hag ar roué a zavaz râk-tâl diwar hé drôn.
21Hag Aod a astennaz hé zourn kleiz, a géméraz hé zager diwar hé vorzed séou, hag é san̄kas anézhan̄ enn hé gôf,
22Gan̄t kémen̄d a ners m’as éaz ann harzourn gan̄d ann houarn er gouli, ha ma en em gavaz striz gan̄d al lard brâz a ioa ébarz. (T). Na dennaz két ann dager er-méaz; hôgen hé lézel a réaz er c’horf el léac’h ma en dôa skôet: ha râk-tâl ar mon a darzaz er-méaz dré al lec’hiou kûz eûz ar c’hôf.
23Hôgen Aod, ô véza serret gan̄d évez mâd dôriou ar gambr, hag ô véza stardet ar poten,
24A iéaz er-méaz dré ann ôr adré. Koulskoudé servicherien ar roué ô véza deûet dî, a wélaz dôr ar gambr serret, hag é léverchon̄t: Martézé é skarz hé gôv enn hé gambr han̄v.
25Ha goudé béza gortozet pell, kén n’hô dôé méz, hag ô wélout pénaoz na zigoré dén, é kémèrchon̄t ann alc’houéz; hag ô véza digoret, é kavchon̄t hô Aotrou gourvézet war ann douar hag hén̄ marô.
26Hôgen Aod, é-pâd ma oan̄t saouzanet, a déc’haz-kuît, hag ô véza tréménet léac’h ann idolou, a béléac’h é oa distrôet, é teûaz da Zéirat:
27Ha râk-tâl é sonaz gan̄d ar c’horn-boud war vénez Éfraim; ha bugalé Israel a ziskennaz gan̄t-han̄, hag hén̄ enn hô raok.
28Hag Aod a lavaraz d’ézhô: Deûit war va lerc’h; râg ann Aotrou en deûz lékéat ar Voabited hon énébourien étré hon daouarn. Bugalé Israel a ziskennaz éta war hé lerc’h, hag é kémerchon̄t gwéviou ar Jourdan a gâs da Voab: ha na lézchon̄t da dréménout hini eûr ar Voabited.
29Hôgen laza a réjon̄t enn amzer-zé ar Voabited war-drô dék mil anézhô, tûd kré ha kalounek holl.
30Ha Moab a oé izéléet enn deiz-zé dindân dourn Israel: hag ar vrô a choumaz é péoc’h é-pâd pévar-ugen̄t vloaz.
31Goudé hé-man̄ é oé Samgar, mâb Anat, péhini a lazaz c’houec’h kan̄t Filistin gan̄d eur souc’h: hag hén̄ ivé a zifénnaz Israel. ———— IV. PENNAD. Debbora ha Barak a zô tréac’h da armé Jabin, roué Kanaan.