Levr ar Varnerien 3:12
Hôgen bugalé Israel a réaz adarré ann drouk dirâg ann Aotrou pehini a grévaaz enn hô énep Églon, roué Moab, ô véza m’hô dôa gréat ann drouk dira-z-han̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Hag ann douar a choumaz péoc’h é-pâd daou-ugen̄t vloaz; hag Otoniel, mâb Sénez, a varvaz.
Read all of Levr ar Varnerien 3
Cross References
Judges 2:14Hag ann Aotrou ô sével droug enn-han̄ a-énep Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn hô énébourien, péré hô c’héméraz, hag hô gwerzaz d’ann énébourien a choumé trô-war-drô: ha na hellchon̄t két ôber penn d’hô énébourien.
1 Samuel 12:9Ha Saül a lavaraz: Digasit d’in ar sakrifiz-losk hag ar viktimou a béoc’h. Hag hén̄ a gennigaz ar sakrifiz-losk.
Isaiah 10:15Ha fougéa a râ ar vouc’hal a-éneb ann hini a drouc’h gan̄t-hi? Ha dispac’ha a râ ann hesken oud ann hini a zach anézhi? Ével ma zavché ar wialen a-éneb ann hini a zâv anézhi, ha ma tispac’hché ar vâz, pétrâ-bennâg n’eo néméd eunn tamm koat.
Isaiah 45:1Diskenn, azez er poultr, ô plac’h-iaouan̄k merc’h Babilon, azez war ann douar. N’eûz mui a drôn évid-od, merc’h ar C’haldéed, ha na vézi mui galvet bouk ha kizidik.
Daniel 4:22Kaset é vézi eûz a douez ann dûd, hag é choumi gan̄d ann anévaled hag al loéned férô; foenn a zébri ével eunn éjenn, ha gan̄t glîz ann én̄v é vézi glépiet; seiz amzer a dréménô war-n-od, kén na anavézi pénaoz ann Uc’hel-brâz eo a zô da Aotrou war rouan̄télésiou ann dûd, ha pénaoz é rô anézhô da néb a gâr.