Levr ar Varnerien 4:2
Hag ann Aotrou hô lékéaz étré daouarn Jabin, roué Kanaan, péhini a réné é Asor. Penn hé arme a oa hanvet Sisara, hag a choumé é Haroset, kéar ar brôadou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Bugalé Israel a réaz adarré ann drouk dirâg ann Aotrou goudé marô Aod;
Read all of Levr ar Varnerien 4
Cross References
Joshua 11:10Hag ô véza distrôet râk-tâl, é kéméraz Asor, hag é lazaz hé roué gan̄d ar c’hlézé. Rag Asor a oa bét a béb amzer ar gen̄ta hag ar penn-kéar eûz ann holl rouan̄télésiou-zé.
Judges 2:14Hag ann Aotrou ô sével droug enn-han̄ a-énep Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn hô énébourien, péré hô c’héméraz, hag hô gwerzaz d’ann énébourien a choumé trô-war-drô: ha na hellchon̄t két ôber penn d’hô énébourien.
Judges 4:16Ha Barak a iéaz war-lerc’h ar c’hirri hag ann armé bétég Haroset, kéar ar brôadou; hag ann holl rumm énébourien a gouézaz hag a oé lazet.
1 Samuel 12:9Ha Saül a lavaraz: Digasit d’in ar sakrifiz-losk hag ar viktimou a béoc’h. Hag hén̄ a gennigaz ar sakrifiz-losk.
Isaiah 50:1Sâv, sâv, Sion, gwisk da ners, gwisk saéou da c’hloar, Jéruzalem, kéar ar San̄t: râk na dréménô mui dré-z-oud dén dienwad na dén dic’hlan é-béd.