Levr ar Varnerien 7:11
Ha p’az pézô klévet ar péz a lévéron̄t, neûzé é krévai da zaouarn hag e tiskenni gan̄t mui a fisian̄s a-énep kamp ann énébourien. Diskenni a reaz éta gan̄t Fara hé vével bétég al léac’h eûz ar c’hamp, é péhini édô géderien ann armé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Ha ma éc’h eûz aoun ô von̄t da-unan, diskennet gan-éz Fara da vével.
Read all of Levr ar Varnerien 7
Cross References
Judges 7:13Ha pa oé deûet Gédéon, unan eûz ar vrézélidi a zisplégé hé huvré da eunn all a oa tôst dézhan̄: ha chétu pénaoz é lavaré ar péz en dôa gwélet: Eunn huvré em eûz bét, ha mé a grédé d’in é wélenn eunn dorz vara heiz poazet dindân al ludu a ruḻé, hag a ziskenné é kamp ar Vadianited: hag ô véza deûet oud eunn telt, é stokaz out-han̄, hé ziskaraz, hag hé daolaz d’ann douar.
1 Samuel 14:12Ha pa zavaz Samuel ken̄t ann deiz évit mon̄d da gavout Saül diouc’h ar min̄tin, é oé lavaret d’ézhan̄ pénaoz é oa deûet Saül war ar c’harmel hag en dôa savet évit-han̄ eunn or a énor, hag ô véza deûet ac’hanô, é oa diskennet da C’halgala. Samuel éta a iéaz da gavout Saül; ha Saül a gennigé d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk, eûz a bréveûdiou ar preiz en dôa kéméret war Amalek.
Ezra 6:22Hag hî a réaz goél ar bara dic’hoell é-pâd seiz dervez el lévénez, ô véza m’en dôa ann Aotrou hô laouénéet ha m’en dôa trôet kaloun roué ann Assiried enn hô c’hén̄ver, évit m’hô skoazelfé da zével tî ann Aotrou, Doué Israel. ———— VII. PENNAD. Esdras a zô kaset er Judéa gan̄d Artakserses.
Isaiah 35:3Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Ével-henn é lavar Ézéchias: Eunn deiz a en̄krez, a damall, a zrouk-prézek eo hé-man̄; râg ar vugalé a zô daré da véza ganet, ha n’eûz két a ners a-walc’h évit gwilioudi.