Levr ar Varnerien 7:14
Ann hini out péhini é komzé a lavaraz d’ézhan̄: Kémen̄t-sé n’eo nétrâ kén némét klézé Gédéon, mâb Joas, dén a Israel: râg ann Aotrou en deûz lékéat étré hé zaouarn ar Vadianited hag hô holl gamp.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 7
Cross References
Numbers 23:5Hôgen ann Aotrou a lékéaz ar gér é génou Balaam, hag a lavaraz d’ézhan̄: Distrô étrézé Balak, ha komz out-han̄ ével-henn.
Numbers 24:10Balak ô véza savet droug enn-nan̄ out Balaam, a stlakaz hé zaouarn, hag a lavaraz: Évit millisien va énébourien em eûz da c’halvet, ha chétu enn-éneb éc’h eûz hô benniget teir gwéach.
Joshua 2:24Hag é léverchon̄t d’ézhan: Ann Aotrou en deûz lékéat ann holl vrô-zé étré hon daouarn, hag ar ré holl a choum enn-hi a zô gwall en̄krézet gan̄d ar spoun̄t. ———— III. PENNAD. Bugalé Israel a dreûz ar Jourdan.
Judges 3:28Hag Aod a lavaraz d’ézhô: Deûit war va lerc’h; râg ann Aotrou en deûz lékéat ar Voabited hon énébourien étré hon daouarn. Bugalé Israel a ziskennaz éta war hé lerc’h, hag é kémerchon̄t gwéviou ar Jourdan a gâs da Voab: ha na lézchon̄t da dréménout hini eûr ar Voabited.