Keinvanoù 2:10
Hénaoured merc’h Sion a zô azézet war ann douar, hag hô deûz tavet; ludu hô deûz taolet war hô fenn; saéou-reûn hô deûz lékéat war hô zaé; plac’hed Jéruzalem a zalc’h hô fenn soublet étrézég ann douar. CAPH.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 7:6Hôgen Jozué a rogaz hé ziḻad, hag en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar dirâg arc’h ann Aotrou, hén̄ hag holl hénaoured Israel, bétég ar pardaez: hag hî a daolaz poultr war hô fennou;
Job 2:12Ha pa zafchon̄t a bell hô daoulagad, na anavézchon̄t két anézhan̄, hag enn eur c’harmi en em lékéjon̄t da wéla; hag ô véza roget hô diḻad, é taolchon̄t poultr enn éar évit kouéza war hô fenn.
Isaiah 3:26Dôriou Sion a vézô er c’han̄v hag enn daérou, hag hî a azézô war ann douar disman̄tret. ———— IV. PENNAD. Gwenn ann Aotrou a vézô énoret.
Isaiah 36:22Hag Ézéc’hias a lavaraz: Pétrâ a vézô da arwéz d’in ma piñinn da di ann Aotrou? ———— XXXIX. PENNAD. Ézéc’hias a ziskouéz hé den̄zoriou da gannaded roué Babilon.
Isaiah 47:5Ha bréma é lavar ann Aotrou, péhini en deûz va doaréet adalek kôv va mamm da zervicher d’ézhan̄, évit ma tigasinn Jakob a-névez étrézég enn-han̄, ha pétrâ-bennâg n’en em unan két Israel gan̄t-han̄, mé a vézô meûlet dirâg ann Aotrou, ha va Doué a zeûi da véza va ners.
Lamentations 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 129-137) ◄ Levr ar Profed Jérémias. Keinvanou Jérémias. Levr ar Profed Baruc’h. ► KEINVANOU JÉRÉMIAS. ———— Goudé ma oé bet kaset Israél é sklavérez, ha ma oé choumet Jéruzalem didûd, Jérémias, ar profed, a azézas enn eur wéla, hag a reaz ar geinvanou-man̄ war Jéruzalem; hag oc’h huanadi é c’houervder hé galoun, hag oc’h hirvoudi, é lavaraz: ———— I. PENNAD. Ar profed ô wéla war zisman̄tr Jéruzalem. ALEPH. 1 Pénaôz ar géar-zé péhini a oa kél leûn bobl, ef-hi azézet hé-unan̄; pénaoz itroun ar brôadou ef-hi deûét ével eunn in̄tan̄vez; pénaoz prin̄sez ar brovin̄sou ef-hi dalc’het da baéa ar gwiriou? BETH.