Keinvanoù 4:7
Hé Nazaréed a oa gwennoc’h égéd ann erc’h, glanoc’h égéd al léaz, ruzoc’h égéd ann olifan̄t kôz, kaéroc’h égéd ar safir. HETH.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 13:5Râk té a en̄géhen̄to hag a c’hanô eur mâb, war benn péhini n’az ai két ann aoten: râk Nazaréad Doué é vézô adalek hé vugaléach hag adalek kôv hé vamm, hag hen̄ a zeûiô da denna Israel eûz a zaouarn ar Filistined.
Judges 16:17Neûzé ô tiskléria ar wirionez, é lavaraz d’ézhi: N’eo tréménet biskoaz ann houarn war va fenn, ô véza ma ounn Nazaréad, da lavaroud eo, ma ounn bét gwéstlet da Zoué é gôv va mamm: mar béz touzet va fenn, va ners a iélô diouz-in, hag é teûinn da véza gwân ével ann dûd all.
Psalms 51:7Va doura a rî gan̄t sikadez, hag é vézinn glanet; va gwalc’hi a rî, hag é vézinn gwennoc’h égéd ann erc’h.
Daniel 1:15Ha da benn dék dervez hô dremm a oa kaéroc’h da wélout ha lartoc’h égéd hini ann holl dûd-iaouan̄k a zebré boéd ar roué.
Luke 1:15Râk braz é vézô dirâg ann Aotrou: ha na évô na gwîn na bier; hag é vézô leûn eus ar Spéred-San̄tel adelek kôv hé vamm.