Keinvanoù 5:17
Râk-sé eo deûet trist hor c’haloun, dré- zé eo tévaléet hon daoulagad;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
For this our heart is faint; for these things our eyes are dim.
In Context
16Kouézet eo ar gurunen diwar hor penn: gwâ nî, râk péc’het hon eûz.
18O véza ma eo bét dispennet ménez Sion, ha ma réd al lern dré-z-han̄.
Cross References
Leviticus 26:36Ar ré ac’hanoc’h a choumô, é skôinn hô c’haloun gan̄t spoun̄t é brôiou hô énébourien; trouz eunn délien war-nich hô lakai da gréna, hag é tec’hin̄t ével rag eur c’hlézé; kouéza a rain̄t, hep ma vé dén war hô lerc’h.
Job 17:7Ann droug a laka va lagad da dévalaat, ha va izili a zô deûet da nétrâ.
Psalms 31:9Az péz truez ouz-in, Aotrou, ô véza ma ounn glac’haret-brâz; va lagad, va éné ha va c’hôv a zô reûstlet gan̄d ar vuanégez;
Isaiah 1:5War béléac’h é skôinn-mé ac’hanoc’h hiviziken, c’houi péré a laka gwall war wall? Pép penn a zô môréduz, ha pép kaloun doaniuz.
Jeremiah 8:18Hasten̄t, ha saveñt keinvan war-n-omp; ra zeûiô daérou eûz hon daoulagad, ha ra zirédô dour eûz a groc’hen hon daoulagad,
Lamentations 1:13Eûz ann néac’h en deûz kaset tân em eskern, hag en deûz va c’hastizet: rouéjou en deûz steñet out va zreid, hag en deûz va lékéat da gouéza a-c’houen; va lékéat en deûz da veza trist ha glac’haret héd ann deiz. NUN.