Leviegezh 11:24
Ha piou-bennâg a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô saotret, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
23Hôgen kémen̄d evn ha n’en deûz néméd pévar troad, a vézô argarzuz d’é-hoc’h;
Cross References
Leviticus 5:2Ma laka eunn dén hé zourn war eunn dra-bennâg a zô louz, pé war eunn dra a vézô bét lazet gan̄d eul loen, pé a vézô marô anézhan̄ hé-unan, pé war eul loen stlej, ha pa en défé an̄kounac’héat hé lousdoni, eo kabluz ha faziet en deûz;
Leviticus 11:8Na zebrot két eûz a gîg ar ré-zé, ha na lékéot két hô tourn war hô gañou, râk dic’hlan in̄t d’é-hoc’h.
Leviticus 11:31Ar ré-zé holl a zô dic’hlan. Néb a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez;
Leviticus 14:46Néb a iélô enn ti-zé pa vézô bét serret, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 15:6Ma azez el léac’h ma vézô bét azézet ann dén, é walc’hô ivé hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄t dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 15:8Mar taol ann dén-zé eûz hé vabouz war ann hini a zô glân, hé-man̄ a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.