Leviegezh 14:46
Néb a iélô enn ti-zé pa vézô bét serret, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
47Ha néb a gouskô enn-han̄, hag a zebrô eunn dra-bennâg, a walc’hô hé ziḻad.
Cross References
Leviticus 11:25Ha mar d-eo réd d’ézhan̄ dougen eur ré eûz ann anévaled-zé, hag hî marô, é walc’hô hé ziḻad, hag e vézô dic’hlan bété kûs-héol.
Leviticus 11:28Ha piou-bennâg a zougô gañou al loéned-zé, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; râg ar ré-zé holl a zô dic’hlan d’é-hoc’h.
Leviticus 11:32Hag ar péz war béhini é vézô kouézet eunn dra eûz hô gañou, a vézô saotret, kenn eul léstr prenn pé eur gwiskaman̄t, kenn krec’hin ha saéou-reûn: ann holl listri é péré é réeur eunn dra, a vézô gwalc’het gan̄d dour, hag a choumô saotret bétég ar pardaez; ha goudé-zé é vézin̄t glanet.
Leviticus 11:40Néb a zébrô eûz anézhan̄ pé hé zougô, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 15:10Ha kémen̄d a vézô bét dindân ann hini a zô ar béradur sper gan̄t-han̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez. Néb a zougô eunn dra eûz ar ré-zé, a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 22:6A vézô dic’hlan bétég ar pardaez, ha na zebrô két eûz ar péz a zô bét san̄télet; hôgen goudé ma en dévézô gwalc’het hé gorf enn dour,