The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 11

1Ann Aotrou a gomzaz neûzé out Moizez hag oud Aaron, ô lavarout:

2Livirid da vugalé Israel: E-touez ann holl anévaled eûz ann douar, chétu ann anévaled a dléot da zibri.

3Kémen̄t loen a zô faoutet hé garn, hag a zaskir, eûz a hen-nez é tebrot.

4Hôgen kémen̄d hini a zaskir, hag en deûz karn ha né két faoutet, ével ar c’han̄val hag ar ré all, na zebrot két eûz anézhan̄, hag ével loéned dic’hlan é vézin̄t d’é-hoc’h. (T).

5Ar c’hounikl péhini a zaskir, ha né két faoutet karn hé dreid, a zô dic’hlan.

6Ar c’hâd ivé a zô dic’hlan; râk daskiria a ra, hôgen né két faoutet hé garn.

7Ann houc’h ivé; râk faoutet eo hé garn, hôgen na zaskir két.

8Na zebrot két eûz a gîg ar ré-zé, ha na lékéot két hô tourn war hô gañou, râk dic’hlan in̄t d’é-hoc’h.

9É-touez ann anévaled a zô ganet enn douréier, chétu ar ré a dléot da zibri. Kémen̄d en deûz bren̄kou ha skan̄t, kenn er môr, kenn er steriou hag el lennou; eûz anézhô é tebrot.

10Hôgen kémen̄d a fin̄v hag a vév enn douréier, ha n’en deûz kéd a vren̄kou nag a skan̄t, a vézô argarzuz d’é-hoc’h,

11Hag érézuz: na zebrot két eûz hô c’hîk, hag é tec’hot diouc’h hô gañou.

12Kémen̄t ha n’en dévézô kéd a vren̄kou nag a skan̄t enn douréier, a vézô dic’hlan.

13É-touez ann evned, chétu ar ré a béré na dléot kéd dibri, hag a zô d’é-hoc’h da dec’hout: ann er, hag ar grifon hag ar falc’han,

14Hag ar skoul, hag ar gûp, hervez hé wenn,

15Hag ar vrân, ha kémen̄d a zô hével out-hi.

16Hag ann ôtruz, hag ar gaouen, hag ann dour-iar, hag ar sparfel diouc’h hé wenn,

17Hag ar c’harmélod, hag ar môr-vran, hag ann ibiz,

18Hag ar sîn, hag ar bon̄gors, hag ar bég-rûz,

19Hag ann herlégon, hag ar c’hévélek-vôr hervez hé wenn, hag ann houpérik, hag al lôgôden-zall.

20Kémen̄d evn a gerz war bévar troad, a vézô argarzuz d’é-hoc’h.

21Hôgen kémen̄d a gerz war bévar troad, hag a zô hiroc’h hé dreid a ziadré, hag a lamm war ann douar,

22É hellit dibri eûz anézhan̄, ével m’az eo ar brukuz enn hé wenn, hag ann attakuz, hag ann ofiomakuz, hag ar c’hiḻek-raden diouc’h hé wenn.

23Hôgen kémen̄d evn ha n’en deûz néméd pévar troad, a vézô argarzuz d’é-hoc’h;

24Ha piou-bennâg a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô saotret, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

25Ha mar d-eo réd d’ézhan̄ dougen eur ré eûz ann anévaled-zé, hag hî marô, é walc’hô hé ziḻad, hag e vézô dic’hlan bété kûs-héol.

26Kémen̄t loen en deûz karn, ha né két faoutet, ha na zaskir két, a vézô dic’hlan; ha néb a lakai hé zourn war-n-ézhan̄, a vézô saotret

27É-touez ann holl loéned pévar-zroadek, ann hini a gerz war hé balfou, a vézô dic’hlan; néb a lakai hé zourn war hé c’hâñ, a vézô saotret bétég ar pardaez.

28Ha piou-bennâg a zougô gañou al loéned-zé, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; râg ar ré-zé holl a zô dic’hlan d’é-hoc’h.

29É-touez ann anévaled a fin̄v war ann douar, é vennot c’hoaz ar ré-man̄ ével dic’hlan: ar gaérel, hag al lôgôden, hag ar gurlaz-vôr, pép-hini diouc’h hé wenn;

30Ar minouc’h, hag ar c’haméléon, hag ar stellion, hag ar glazard, hag ar c’hôz;

31Ar ré-zé holl a zô dic’hlan. Néb a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez;

32Hag ar péz war béhini é vézô kouézet eunn dra eûz hô gañou, a vézô saotret, kenn eul léstr prenn pé eur gwiskaman̄t, kenn krec’hin ha saéou-reûn: ann holl listri é péré é réeur eunn dra, a vézô gwalc’het gan̄d dour, hag a choumô saotret bétég ar pardaez; ha goudé-zé é vézin̄t glanet.

33Hôgen al léstr prî é péhini é vézô kouézet eunn dra eûz ar ré-man̄, a vézô saotret, hag évit-sé é vézô réd hé derri.

34Mar skuḻeur dour eûz ar ré-man̄ war ar boéd a zebrit, é vézô dic’hlan; ha kémen̄t braoued a évot eûz al listri-zé a vézô dic’hlan.

35Hag ar péz war béhini é vézô kouézet eunn dra eûz ar gañou-man̄, a vézô dic’hlan; pé fornigellou, pé kaoteriou, a vézô torret, ô véza ma vézin̄t dic’hlan.

36Hôgen ar feun̄teûniou, hag ar pun̄sou, hag ann holl bun̄sou-glaô a vézô glân. Hôgen néb a lakai hé zourn war c’hañou al loéned, a vézô saotret.

37Mar kouéz war ann hâd, na vézô két saotret hé-man̄.

38Hôgen mar skuḻ eur ré dour war ann hâd, ha mar teû goudé da steki oud eur c’han̄, é vézô saotret râk-tâl.

39Mar teû da vervel unan eûz al loéned a hellit da zibri, néb a stokô hé c’hân̄, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

40Néb a zébrô eûz anézhan̄ pé hé zougô, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

41Kémen̄t a stlej war ann douar, a vézô argarzuz, ha na vézô két kéméret eûz anézhan̄ évit boéd.

42Kémen̄t loen pévar-zroadek a gerz war boull hé galoun, pé en deûz meûr a droad, pé en em stlej war ann douar, na zebrot két eûz anézhan̄, râg argarzuz eo.

43Na zaotrit két hoc’h énéou, ha na likit két hô taouarn war hini eûz ar ré-zé, gan̄d aoun na zeûfac’h da véza dic’hlan.

44Râk mé eo ann Aotrou hô Toué; bézit sen̄t, râk mé a zô san̄t. Na zaotrit két hoc’h énéou oud ann holl amprévaned a fin̄v war ann douar.

45Râk mé eo ann Aotrou, en deûz hô tennet eûz a vrô ann Éjipt, évit ma vijenn da Zoué d’é-hoc’h. Bézit sen̄t, râk mé a zô san̄t.

46Houn-nez eo al lézen diwar-benn al loéned, hag ann evned, ha kémen̄d anéval béô a fin̄v enn dour, pé a stlej war ann douar;

47Evit ma anavézot ar péz a zô glân dioc’h ar péz a zô dic’hlan, ha ma wiot pétrâ a dléit da tibri pé da zisteûrel. ———— XII. PENNAD. Glanérez ar gragez.

← Leviegezh 10Read In The App, Free →Leviegezh 12 →

Study Leviegezh 11

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627