Leviegezh 12:7
Péhini hô c’hennigô dirâg ann Aotrou, hag a bédô évit-hi; hag ével-sé é vézô glanet-hî eûz a réd hé goâd. Houn-nez eo al lézen évid ann hini a c’hân eur paotr pé eur baotrez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:20Ober a rai eûz al leûé-zé, ével ma en deûz gréat eûz al leûé all ken̄toc’h; hag ar bélek ô pédi évit-hô, ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hô c’hén̄ver.
Leviticus 4:31Goudé béza tennet al lard holl, ével ma tenneur anézhan̄ eûz ar viktimou a béoc’h, é tevô anézhan̄ war ann aoter, ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou. Pédi a rai évid ar péc’her, hag hé béc’hed a vézô distôlet d’ézhan̄.
Leviticus 15:15Péhini a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk; hag é pédô évit-han̄ dirâg ann Aotrou, evit ma vézô glanet eûz a rédadur hé sper.
Job 1:5Ha p’hô dôa gréat ann deisiou banvez-zé pép-hini d’hé zeiz, Job a gasé étrézég enn-hô, hag a zan̄télé anézhô; hag ô sével diouc’h ar min̄tin, é kennigé sakrifisou-losk évit pép hini anézhô. Râg hén̄ a lavaré: Martézé hô deûz péc’het va mipien, ha n’hô deûz két benniget Doué enn hô c’haloun. Ével-sé é réa Job bemdez.
Romans 3:23O véza ma hô deûz péc’het holl, ha ma hô deûz ézomm eûz a c’hloar Doué,