Leviegezh 12:8
Ma na gâv két hé dourn kémen̄t-sé, ha ma na hell két kenniga eunn oan, é kémérô diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar sakrifiz-losk, hag ébén évid ar péc’hed: hag ar béleg a bédô évit-hi, hag hî a vezô glanet ével-sé. XIII. PENNAD. Lézen diwar-benn al lovren̄tez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:26Hag hén̄ a zevô al lard war ann aoter, ével ma eo ar boaz da ôber évid ar viktimou a béoc’h; hag ar bélek a bédô évit han̄, hag évid hé béc’hed, hag é vézô distolet d’ézhan̄.
Leviticus 5:11Ma na hell két kenniga diou durzunel, pé diou goulmik, é kennigô évid hé béc’hed ann dékved lôden eûz a eunn éfi a vleûd glân; na lakai kéd a éôl enn-han̄ nag ézan̄s war-n-ézhan̄, ô véza ma eo évid ar péc’hed.
Leviticus 15:14Ha d’ann eizved deiz é kémérô diou durzunel, pé diou goulmik, hag é teûi dirâg ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi, hag é rôi anézhô d’ar bélek,
Leviticus 15:29Ha d’ann eizved deiz é kennigô évit-hi d’ar bélek diou durzunel, pé diou goulmik, é-tâl dôr tabernakl ann desténi;