Leviegezh 4:31
Goudé béza tennet al lard holl, ével ma tenneur anézhan̄ eûz ar viktimou a béoc’h, é tevô anézhan̄ war ann aoter, ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou. Pédi a rai évid ar péc’her, hag hé béc’hed a vézô distôlet d’ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
32Mar kennig évid ar péc’hed eur viktim é-touez ann dén̄ved, é kémérô eunn dan̄vad dinam.
Cross References
Leviticus 1:9Goudé béza gwalc’het gan̄d dour ar bouzellou hag ann treid; hag ar bélek hô devô war ann aoter, ével eur sakrifiz-losk hétuz d’ann Aotrou gan̄d hé c’houés.
Leviticus 1:17Terri a rai hé ziou-askel héb hé zrouc’ha, hag héb hé ranna gan̄d houarn; hag hé zevi a rai war ann aoter, goudé béza lékéat ann tân er c’heûneûd. Eur sakrifiz-losk hag eur c’hennig eo, en deûz eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou. ———— II. PENNAD. Sakrifiz bleûd. Sakrifiz bara.
Leviticus 3:9Hag hî a gennigô eûz ann hostiv péoc’huz-zé é sakrifiz d’ann Aotrou, al lard hag al lôst holl,
Leviticus 3:15Hag ann digroazel gan̄d ar groc’hénen a zô oud ar c’hostésiou, ha lard ann avu gan̄d ann digroazelligou.
Leviticus 4:19Kéméroud a rai hé holl lard, hag é tevô anézhan̄ war ann aoter.