Leviegezh 14:13
É lazô ann oan, el léac’h ma lazeur peûrvuia ann hostiv évid ar péc’hed hag ann hostiv-losk, da lavaroud eo el léac’h san̄tel. Râg ann hostiv évid ann drouk, kerkouls hag ann hini évid ar péc’hed a zô d’ar bélek; ha san̄tel brâz eo.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 1:5Hag hén̄ a lazô al leûé dirâg ann Aotrou, hag ar véleien, mipien Aaron, a gennigô hé c’hoad, ô skuḻa anézhan̄ war-drô d’ann aoter a zô é-tâl dôr ann tabernakl.
Leviticus 2:3Hag ar péz a choumô a zilerc’h ar sakrifiz a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével ennn dra san̄tel-brâz eûz a gennigou ann Aotrou.
Leviticus 4:4Hag ô véza hé gaset é-tâl dôr tabernakl ann désténi dirâg ann Aotrou, é lakai hé zourn war benn al leûé, hag é lazô anézhan̄ d’ann Aotrou.
Leviticus 6:24Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
Leviticus 7:6Kémen̄t goaz eûz a wenn ar véleien a zebrô eûz ar c’hîk-zé el léac’h san̄tel, ô véza ma eo san̄tel-brâz.
Leviticus 21:22Dibri a rai koulskoudé eûz ar varaou a zô kenniget er san̄tuar;