Niveroù 19:20
Mar béz eur ré ha n’eo két bét skarzet enn doaré-zé, é vézô tennet hé vuez eûz a greiz ar strollad; ô véza ma en deûz saotret san̄tuar ann Aotrou, ha n’eo két bét sparfet gan̄d ann dour a zic’haouidigez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 15:31Deski a réod éta da vugalé Israel en em virout diouc’h ann dic’hlanded, évit na varvin̄t két enn hô saotrou, goudé béza mastaret va zabernakl a vézô enn hô c’hreiz.
Leviticus 22:4Kémen̄d hini eûz a wenn Aaron a vézô lovr, pé en dévézô eur réd sper, na zebrô két ar péz a zô bét gwéstlet d’in, bété ma vezô paréet. Néb a lakai hé zourn war eunn dén dic’hlanet gan̄d eur c’horf marô, pé war eur ré en dévézô losket da rédek hé sper,
Numbers 15:30Hôgen ann hini en dévézô gréat eur péc’hed-bennâg dré rogoni, kenn ar brôad, kenn ann diavésiad, a vézô kaset-da-gét eûz a greiz hé bobl, ô véza ma eo en em zavet a-éneb ann Aotrou;
Romans 2:4Ha disprizoud a réz-té madou hé vadélez, hé sioulded, hag hé hîr-c’hortozidigez? Ha na ouzoud-dé két pénaoz madélez Doué a zoug ac’hanod d’ar binijen?