Leviegezh 15
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout:
2Komzit out bugalé Israel, ha livirit d’ézhô: Ar goâz a loskô da rédek hé sper, a vézô dic’hlan.
3Ha neûzé é vézô gwélet pénaoz eo techet d’ann drouk-zé, pa en em zastumô da bép préd eunn douren louz en em stagô oud hé gîk.
4Pép gwélé war béhini é vézô bét kousket, pép léac’h é péhini é vézô bet azézet, a vézô dic’hlan.
5Ma laka eur ré hé zourn war hé wélé, é walc’hô hé ziḻad, ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
6Ma azez el léac’h ma vézô bét azézet ann dén, é walc’hô ivé hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄t dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
7Néb en dévézô lékéat hé zourn war hé gîk a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
8Mar taol ann dén-zé eûz hé vabouz war ann hini a zô glân, hé-man̄ a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
9Ann dibr war béhini é vézô bét azézet, a vézô dic’hlan:
10Ha kémen̄d a vézô bét dindân ann hini a zô ar béradur sper gan̄t-han̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez. Néb a zougô eunn dra eûz ar ré-zé, a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
11Piou-bennâg a vézô bét stoket gan̄d ennn dén enn doaré-zé, abarz ma en dévézô gwalc’het hé zaouarn, hé-man̄ a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez;
12Al léstr prî war béhini en dévézô lékéat hé zourn, a vézô torret; hag al léstr prenn a vézô gwalc’het gan̄d dour.
13Mar d-eo iac’héet ann hini en dôa ann drouk-zé, é nivérô seiz dervez goudé ma vézô bét glanet; ha goude ma en dévézô gwalc’het he ziḻad hag hé holl gorf é douréier réd, é vézô glân.
14Ha d’ann eizved deiz é kémérô diou durzunel, pé diou goulmik, hag é teûi dirâg ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi, hag é rôi anézhô d’ar bélek,
15Péhini a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk; hag é pédô évit-han̄ dirâg ann Aotrou, evit ma vézô glanet eûz a rédadur hé sper.
16Ar goâz eûz a béhini é rédô ar sper, a walc’hô hé holl gorf gan̄d dour; hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
17Gwalc’hi a rai gan̄d dour ar zaé hag ar c’hroc’hen en dévézô bét war-n-ézhan̄, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
18Ar vaouez gan̄t péhini é vézô éat, en em walc’hô gan̄d dour, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
19Ar vaouez péhini é dévézô hé réd-goâd bép miz a vézô rannet é-pâd seiz dervez.
20Piou-bennâg a stokô out hî, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
21Ha kémen̄t trâ war bébini é vézô bét kousket pé azézet é deisiou hé rannérez, a vézô dic’hlan.
22Néb en dévézô stoket oud hé gwélé, a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, e vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
23Piou-bennâg en dévézô lékéad hé zourn war eunn dra war béhini é vézô bét azézet, a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez. 2i. Mar d-a eur goaz d’hé c’havout enn amzer ma éma hé misiou gan̄t-hi, é vézô-hén̄ dic’hlan é-pâd seiz dervez; hag ann holl wéléou war béré é kouskô a vézô dic’hlan.
25Ar vaouez gan̄t péhini é c’hoarvez é-pâd meûr a zeiz eur réd-goâd enn amzer ha n’éma két hé misiou gan̄t-hi, pé da béhini goudé hé misiou na éhan két ar goâd da rédek, a vézô dic’hlan ével é amzer hé misiou, keit ha ma padô kémen̄t-sé.
26Kémen̄t gwélé war béhini é vézô bét kousket, ha kémen̄t trâ war béhini é vézô bét azézet a vézô dic’hlan.
27Piou-bennâg en dévézô lékéad hé zourn war-n-ézhô, a walc’hô hé ziḻad; ha goudé béza en em walc’het gan̄t dour, é vézô dic’h1an bétég ar pardaez.
28Mar choum ar goâd hép rédek, é nivérô-hi seiz dervez évid hé glanérez;
29Ha d’ann eizved deiz é kennigô évit-hi d’ar bélek diou durzunel, pé diou goulmik, é-tâl dôr tabernakl ann desténi;
30Hag ar bélek a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk; hag é pédô évit-hi dirâg ann Aotrou hag évid ar réd eûz he dic’hlanérez.
31Deski a réod éta da vugalé Israel en em virout diouc’h ann dic’hlanded, évit na varvin̄t két enn hô saotrou, goudé béza mastaret va zabernakl a vézô enn hô c’hreiz.
32Houn-nez eo al lézen a zell oud ann hini a losk da rédeg hé sper, pé en em zaotr ô wélout eur vaouez;
33Pé oud ar vaouez a zô rannet enn abek d’hé misiou, pé é deûz eur réd-goâd, pé oud ar goâz en dévézô kousket gan̄t-hi hag hî ével-sé. ———— XVI. PENNAD. Peûr ha pénaoz é tlé mon̄d ar bélek er san̄tuar.