Leviegezh 20:3
Ha mé a lakai va dremm a-éneb ann dén-zé, hag é laminn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl, ô véza ma en deûz rôet eûz hé wenn da Voloc’h, ma en deûz mastaret va san̄tuar, ha ma en deûz saotret va hanô san̄tel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 7:20Piou-bennâg, hag hén̄ saotret, a zebrô eûz a gîg ann hostivou péoc’huz kenniget d’ann Aotrou, a iélo da goll eûz a greiz hé bobl.
Leviticus 15:31Deski a réod éta da vugalé Israel en em virout diouc’h ann dic’hlanded, évit na varvin̄t két enn hô saotrou, goudé béza mastaret va zabernakl a vézô enn hô c’hreiz.
Leviticus 18:21Na rôi két eûz da wenn évit béza gwéstlet da idol Moloc’h, ha na zaotri két hanô da Zoué. Mé eo ann Aotrou.
Leviticus 21:6Sen̄t é vézin̄t évid hô Doué, ha na zaotrin̄t két hé hanô: rag hî a gennig ézan̄s ann Aotrou, ha baraou hô Doué; ha rak-sé é vézin̄t sen̄t.
Ezekiel 5:11Râk-sé ével-ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué: ô véza ma éc’h eûz saotret va san̄tuar gan̄d da holl wallou, ha gan̄d da holl fallagriézou; mé ivé az brévô; va lagad na espernô két ac’hanod, ha n’am bézô két a druez ouz-id.
Ezekiel 23:38Hôgen kémen̄t-man̄ hô deûz ivé gréat d’in: va zan̄tuar hô deûz saotret enn deiz-zé, ha va deisiou sabbat hô deûz gwallet.