Leviegezh 16:21
Hag ô véza lékéat hé zaou zourn war benn ar bouc’h, é tisklériô holl fallagriézou bugalé Israel, hag hô holl wallou, hag hô holl béc’héjou; hag oc’h hô lakaat gan̄d drouk-peden war benn ar bouc’h, her c’hasô d’ann distrô gan̄d eunn dén daré évit-sé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Goudé ma en dévézô glanet ar san̄tuar, hag ann tabernakl, hag ann aoter, é kennigô ar bouc’h béô;
Cross References
Leviticus 1:4Lakaad a rai hé zourn war benn ann hostiv, péhini a vézô digéméret, hag a vézô da ziskarg d’ézhan̄.
Leviticus 26:40Kén na govésain̄t hô fallagriézou ha ré hô zadou, dré béré hô deûz torret va lézennou, hag hô deûz kerzet a-énep d’in.
Nehemiah 1:6Ra zélaouô da ziskouarn, ha ra zellô da zaoulagad, évit ma klevi péden da zervicher, ar béden a rann hiriô dira-z-oud nôz-deiz, évit bugalé Israel da zervicherien. Mé a anavez ar béc’héjou hô deûz gréat bugalé Israel enn da énep; mé ha tî va zâd hon eûz péc’het.
Psalms 32:5Va féc’hed em eûz rôet da anaout d’id, ha n’em eûz két kuzet va direizded. Lavaret em eûz: Mé a an̄savô em énep d’ann Aotrou va direizded; ha té éc’h eûz distôlet d’in fallagriez va féc’hed.
Proverbs 28:13Néb a gûz hé dorféjou, n’az ai két da vâd; hôgen néb hô an̄sav, hag hô dilez, en dévézô trugarez.
Daniel 9:3Neûzé é trôiz va dremm étrézég ann Aotrou, va Doué, évid hé bédi hag hé bédi-stard er iuniou, er sac’h hag el ludu.