Leviegezh 17:15
Kémen̄d dén en dévézô debret eûz a eul loen marô anézhan̄ hé-unan, pé a vézô bét paket gan̄d eul loen all, daoust pé eûz ar vrô pé divrôad eo ann dén, é walc’hô hé ziḻad, hag en em walc’hô hé-unan enn dour; hag hén̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; hag enn doaré-zé é teûi da véza glân.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 11:24Ha piou-bennâg a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô saotret, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 11:27É-touez ann holl loéned pévar-zroadek, ann hini a gerz war hé balfou, a vézô dic’hlan; néb a lakai hé zourn war hé c’hâñ, a vézô saotret bétég ar pardaez.
Leviticus 11:31Ar ré-zé holl a zô dic’hlan. Néb a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez;
Leviticus 11:39Mar teû da vervel unan eûz al loéned a hellit da zibri, néb a stokô hé c’hân̄, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 15:5Ma laka eur ré hé zourn war hé wélé, é walc’hô hé ziḻad, ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.