The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 17

1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:

2Komz oud Aaron hag hé vipien, hag out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Chétu ar péz a c’hourc’hémenn ann Aotrou, ô lavarout:

3Piou-bennâg eûz a dî Israel en dévézô lazet eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, pé eur c’havr er c’hamp pé er-méaz eûz ar c’hamp,

4Ha n’en dévézô két hé genniget d’ann Aotrou é-tâl dôr ann tabernakl, a vézô kabluz eûz a skûḻ goâd: hag é varvô eûz a greiz hé bobl, ével pa en défé skuḻet goâd eunn dén.

5Râk-sé bugalé Israel a dlé digas d’ar bélek hô hostivou, ar ré a lazon̄t peûrvuia er park, évit ma vézin̄t gwéstlet d’ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi, ha ma vézin̄t lazet d’ann Aotrou evel hostivou a béoc’h.

6Hag ar bélek a skuḻô ar goâd war aoter ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi, hag é tévô al lard ével eur c’houés hétuz d’ann Aotrou.

7Ha bikenn mui na lazin̄t hô hostivou d’ann diaoulou, gan̄t péré in̄t en em zaotret. Ann dra-zé a vézô reiz ha peûr-baduz évit-hô hag évid hô nésted.

8Lavaroud a ri ivé d’ézhô: Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô touez, a gennigô eur sakrifiz-losk pé eur viktim,

9Ha n’her c’hasô két é-tâl dôr tabernakl ann desténi, évit ma vézô kenniget d’ann Aotrou, a varvô eûz a greiz hé bobl.

10Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô zouez, en dévézô debret goâd, é savinn va dremm a-éneb hé éné hag é tenninn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl;

11Râk buez ar c’hîg a zô er goâd; hag hé rôed em eûz d’é-hoc’h, évit ma vézô d’é-hoc’h war ann aoter, évid diskarg hoc’h énéou, ha ma vézô ar goâd dic’haouidigez évid ann éné.

12Râk-sé em eûz lavaret da vugalé Israel: Hini ac’hanoc’h, nag eûz ann diavésidi a ergerz enn hô touez, na zebret goâd.

13Piou-bennâg eûz a vugalé Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô touez en dévézô kéméret enn hémolc’h pé er rouéjou eul loen pé eul labous a helleur da zibri, a skuḻô hé c’hoad, hag hé c’hôlôi gan̄d douar.

14Râk buez ann holl gîg a zô er goâd; ha dré-zé em eûz lavaret da vugalé Israel: Na zebrot két eûz a c’hoad pép kîk; râk buez pép kîg a zô er goâd; ha piou-bennâg a zebrô anézhan̄, a vézô lazet.

15Kémen̄d dén en dévézô debret eûz a eul loen marô anézhan̄ hé-unan, pé a vézô bét paket gan̄d eul loen all, daoust pé eûz ar vrô pé divrôad eo ann dén, é walc’hô hé ziḻad, hag en em walc’hô hé-unan enn dour; hag hén̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; hag enn doaré-zé é teûi da véza glân.

16Ma na walc’h két hé ziḻad hag hé groc’hen, é tougô hé fallagriez. ———— XVIII. PENNAD. Lézennou diwar-benn ann dimiziou difennet, ha diwar-benn ar glanded.

← Leviegezh 16Read In The App, Free →Leviegezh 18 →

Study Leviegezh 17

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627