Leviegezh 15:5
Ma laka eur ré hé zourn war hé wélé, é walc’hô hé ziḻad, ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Pép gwélé war béhini é vézô bét kousket, pép léac’h é péhini é vézô bet azézet, a vézô dic’hlan.
Cross References
Leviticus 11:24Ha piou-bennâg a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô saotret, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 11:28Ha piou-bennâg a zougô gañou al loéned-zé, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; râg ar ré-zé holl a zô dic’hlan d’é-hoc’h.
Leviticus 13:6Hag é sellô-pîz out-han̄ d’ar seizved dervez: ha mar d-eo tévaloc’h al lovren̄tez, ha ma n’eo két en em lédet war ar c’hroc’hen, é tiskleriô anézhan̄ glân, râg ar gâl eo; ann dén-zé a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô glân.
Leviticus 14:8Ha pa en dévézô ann dén gwalc’het hé ziḻad, é touzô ann holl vléô eûz hé gorf, hag en em walc’hô gan̄d dour: hag ô véza karzet ével-sé, éz ai er c’hamp, enn hévélep doaré koulskoudé ma choumô seiz dervez er-méaz eûz hé delt;
Leviticus 14:46Néb a iélô enn ti-zé pa vézô bét serret, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 16:26Hôgen ann hini en dévézô kaset ar bouc’h da gâs kuît, a walc’hô gan̄d dour hé ziḻad hag hé gorf, ha goudé-zé é teûi ébars er c’hamp.