Leviegezh 17:4
Ha n’en dévézô két hé genniget d’ann Aotrou é-tâl dôr ann tabernakl, a vézô kabluz eûz a skûḻ goâd: hag é varvô eûz a greiz hé bobl, ével pa en défé skuḻet goâd eunn dén.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 1:3Mar d-eo hé gennig eur sakrifiz-losk, ha mar d-eo eunn éjenn, é kennigô eur par dinam oud dôr tabernakl ann désténi, évit lakaad ann Aotrou da véza trugarézuz enn hé gén̄ver.
Leviticus 7:18Mar tebr eur ré eûz a gîg ar viktim a béoc’h enn trédé deiz, é vézô didalvez ar c’hennig, ha na dalvézô két da néb hé c’hennigô; hôgen enn-énep piou-bennâg a vézô en em zaotret ével-sé ô tibri eûz ann hostiv-zé, a vézô kabluz a wall-ôber.
Leviticus 17:14Râk buez ann holl gîg a zô er goâd; ha dré-zé em eûz lavaret da vugalé Israel: Na zebrot két eûz a c’hoad pép kîk; râk buez pép kîg a zô er goâd; ha piou-bennâg a zebrô anézhan̄, a vézô lazet.
Leviticus 20:3Ha mé a lakai va dremm a-éneb ann dén-zé, hag é laminn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl, ô véza ma en deûz rôet eûz hé wenn da Voloc’h, ma en deûz mastaret va san̄tuar, ha ma en deûz saotret va hanô san̄tel.