Leviegezh 18:30
Mirit va gourc’hémennou. Na rit két ar péz hô deûz gréat ar ré a oa enn hô raok, ha n’en em zaotrit két gan̄d ann traou-zé. Mé eo ann Aotrou hô Toué. ———— XIX. PENNAD. Meûr a lézen.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
29Kémen̄d dén en dévézô gréat unan-bennâg eûz ann traou argarzuz-zé, a varvô eûz a greiz hé bobl.
Cross References
Leviticus 18:26Mirit va lézennou ha va barnédigézou, ha na rit hini eûz ann traou argarzuz-zé, na c’houi tûd ar vrô, nag ann divrôidi a zô deûet da choum enn hô mesk.
Leviticus 22:9Ra virin̄t va c’hélennou, évit na gouézin̄t két er péc’hed ha na varvin̄t két er san̄tuar, goudé ma hô dévézô hé zaotret. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.
Deuteronomy 18:9Hô pézet koun eûz ar péz a réaz ann Aotrou hô Toué da Vari enn hen̄t, goudé ma oec’h deûet er-méaz eûz ann Éjipt.
Ezra 9:1Hôgen pa oé tréménet kémen̄t-sé, ar brin̄sed a zeûaz d’am c’havout, ô lavarout: Pobl Israel, ar véleien hag al Lévited n’in̄t két en em rannet diouc’h poblou ar vrô-man̄, ha diouc’h hô fallagriézou; da lavaroud eo, diouc’h ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ann Ammonited, hag ar Voabited, hag ann Éjiptianed, hag ann Amorréed: