Leviegezh 6:16
Hôgen Aaron hag hé vipien a zebrô ar péz a choumô eûz a bleûd hép goell, hag é tebrin̄t anézhan̄ el léac’h san̄tel, é-tâl dôr ann tabernakl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 2:3Hag ar péz a choumô a zilerc’h ar sakrifiz a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével ennn dra san̄tel-brâz eûz a gennigou ann Aotrou.
Leviticus 5:13Hag é pédô hag é tic’haouô évit-han̄; hag ann dilerc’h en dévézô ével eur gôbr évit-han̄.
Leviticus 6:26Ar bélek hé gennigô a zebrô anézhan̄ el léach san̄tel, é-tâl dôr ann tabernakl.
Numbers 18:9Chétu éta pétrâ a géméri eûz ann traou a vézô bét san̄télet ha kenniget d’ann Aotrou. Kémen̄t kennig, kémen̄t sakrifiz, ha kémen̄t tra a véz rôed d’in évid ar péc’hed hag évid ann drouk, hag a zeû da véza san̄tel-brâz, a vézô évid-od hag évid da vipien.
Ezekiel 44:29Hî a zébrô ar viktim a vézô kenniget évid ar péc’hed hag évid ar gwall; ha kémen̄d a vézô gwestlet enn Israel a vézô d’ézhô.