Levr Hoshea 2:5
Râg hô mamm a zô en em rôet d’ar c’hadélez; saotret éo bét ann hini é deûz hô en̄géhen̄tet: râk lavaret é deûz: Mon̄d a rinn war-lerc’h va c’haran̄tésiou, péré a rô d’in va bara ha va dour, va gloan ha va lîn, va éôl ha va braoued.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Ha n’em bézô két a druez oud hé bugalé: ô véza ma in̄t bugalé a c’hadélez.
Cross References
Ezra 9:6Hag é liviriz: Va Doué, méz em eûz, ha rusia a rann ô sével va daoulagad étrézég enn-oud, ô véza ma eo paottet hor fallagriézou dreist hor penn, ha ma eo savet hor gwallou bétég ann én̄v,
Isaiah 50:1Sâv, sâv, Sion, gwisk da ners, gwisk saéou da c’hloar, Jéruzalem, kéar ar San̄t: râk na dréménô mui dré-z-oud dén dienwad na dén dic’hlan é-béd.
Jeremiah 2:20Adaleg ar penn-kenta éc’h eûz torret va ieô, éc’h eûz dispennet va chadennou, hag éc’h eûz lavaret: Na zervichinn két, hag ével eur c’hrég fall oud én em zaotret war bép krec’hien uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek.
Jeremiah 3:1Peûrvuia é lévéreur: Ma en deûz eunn dén kaset-kuît hé c’hrég, ha mar teû hou-man̄, goudé béza éat-kuît diout-han̄, da gémérout eunn ozac’h all, hag hén̄ a zistrôi c’hoaz gan̄t-hi? Ha na vézô két sellet ar c’hrég-zé ével dic’hlan ha saotret? Hôgen té a zô en em zaotret gan̄t kalz eûz da orgédérien; koulskoudé distrô étrézég enn-oun, emé ann Aotrou, ha mé az tigémérô.
Jeremiah 11:13Gwiniz hô deûz hadet, hag hî a védô drein; eunn digwéz hô deûz bét, ha n’hô dévézô gounid é-béd diout-han̄; c’houi a gollô hoc’h holl frouez, enn abek da vuanégez ha da frouden ann Aotrou.
Jeremiah 44:17Rôit ann hanô-man̄ da Faraon, roué ann Éjipt: Ar reûstl en deûz digaset ann amzer.