Leviegezh 22:6
A vézô dic’hlan bétég ar pardaez, ha na zebrô két eûz ar péz a zô bét san̄télet; hôgen goudé ma en dévézô gwalc’het hé gorf enn dour,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 11:25Ha mar d-eo réd d’ézhan̄ dougen eur ré eûz ann anévaled-zé, hag hî marô, é walc’hô hé ziḻad, hag e vézô dic’hlan bété kûs-héol.
Leviticus 11:28Ha piou-bennâg a zougô gañou al loéned-zé, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; râg ar ré-zé holl a zô dic’hlan d’é-hoc’h.
Leviticus 11:32Hag ar péz war béhini é vézô kouézet eunn dra eûz hô gañou, a vézô saotret, kenn eul léstr prenn pé eur gwiskaman̄t, kenn krec’hin ha saéou-reûn: ann holl listri é péré é réeur eunn dra, a vézô gwalc’het gan̄d dour, hag a choumô saotret bétég ar pardaez; ha goudé-zé é vézin̄t glanet.
Leviticus 11:40Néb a zébrô eûz anézhan̄ pé hé zougô, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 16:24É walc’hô hé gîk el léac’h san̄tel, hag é lakai hé ziḻad. Ha goudé ma vézô deûet er-méaz, ha ma en dévézô kenniget hé sakrifiz-losk hag hini ar bobl, e pédô évit-han̄ hé unan hag évid ar bobl;
Haggai 2:13Ma laka eur ré kik san̄télet enn hé askré, ha mar stok oud ar penn anézhan̄ bara, pé iôd pé gwîn, pe éôl, pé eur boéd-bennâg all; hag hén̄ a vézô san̄télet? hag ar véleien a respoun̄taz hag a lavaraz: Nann.