Leviegezh 11:32
Hag ar péz war béhini é vézô kouézet eunn dra eûz hô gañou, a vézô saotret, kenn eul léstr prenn pé eur gwiskaman̄t, kenn krec’hin ha saéou-reûn: ann holl listri é péré é réeur eunn dra, a vézô gwalc’het gan̄d dour, hag a choumô saotret bétég ar pardaez; ha goudé-zé é vézin̄t glanet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
31Ar ré-zé holl a zô dic’hlan. Néb a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez;
Cross References
Leviticus 14:46Néb a iélô enn ti-zé pa vézô bét serret, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 15:15Péhini a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk; hag é pédô évit-han̄ dirâg ann Aotrou, evit ma vézô glanet eûz a rédadur hé sper.
Leviticus 17:15Kémen̄d dén en dévézô debret eûz a eul loen marô anézhan̄ hé-unan, pé a vézô bét paket gan̄d eul loen all, daoust pé eûz ar vrô pé divrôad eo ann dén, é walc’hô hé ziḻad, hag en em walc’hô hé-unan enn dour; hag hén̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; hag enn doaré-zé é teûi da véza glân.
Numbers 19:7Ha neûzé goudé-holl, goudé béza gwalc’het hé ziḻad hag hé gorf, é tistrôi d’ar c’hamp, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.