Leviegezh 11:28
Ha piou-bennâg a zougô gañou al loéned-zé, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; râg ar ré-zé holl a zô dic’hlan d’é-hoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 11:24Ha piou-bennâg a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô saotret, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 15:15Péhini a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk; hag é pédô évit-han̄ dirâg ann Aotrou, evit ma vézô glanet eûz a rédadur hé sper.
Leviticus 17:15Kémen̄d dén en dévézô debret eûz a eul loen marô anézhan̄ hé-unan, pé a vézô bét paket gan̄d eul loen all, daoust pé eûz ar vrô pé divrôad eo ann dén, é walc’hô hé ziḻad, hag en em walc’hô hé-unan enn dour; hag hén̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; hag enn doaré-zé é teûi da véza glân.
Numbers 19:7Ha neûzé goudé-holl, goudé béza gwalc’het hé ziḻad hag hé gorf, é tistrôi d’ar c’hamp, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.