Leviegezh 4:19
Kéméroud a rai hé holl lard, hag é tevô anézhan̄ war ann aoter.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And he shall take all his fat from him, and burn it upon the altar.
In Context
Cross References
Leviticus 4:8Hag é kémérô lard al leûé kenniget évid ar péc’hed, kenn ann hini a c’hôlô ar bouzellou, kenn ann hini holl a zô enn diabarz;
Leviticus 4:31Goudé béza tennet al lard holl, ével ma tenneur anézhan̄ eûz ar viktimou a béoc’h, é tevô anézhan̄ war ann aoter, ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou. Pédi a rai évid ar péc’her, hag hé béc’hed a vézô distôlet d’ézhan̄.
Leviticus 5:6Graet pinijen évid hé béc’hed, 6 Ha kéméret eûz ann dropellou eunn oan pé eur menn-gavr; hag ar bélek a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed.
Leviticus 12:8Ma na gâv két hé dourn kémen̄t-sé, ha ma na hell két kenniga eunn oan, é kémérô diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar sakrifiz-losk, hag ébén évid ar péc’hed: hag ar béleg a bédô évit-hi, hag hî a vezô glanet ével-sé. XIII. PENNAD. Lézen diwar-benn al lovren̄tez.
Numbers 15:25Hag ar bélek a bédô évid ann holl strollad eûz a vugalé Israel; hag é vézô distolet d’ézhô, ô véza n’hô deûz két péc’het a-ioul; koulskoudé é kennigin̄t eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou évit-hô hô-unan, hag évid hô féc’hed, hag évid hô diwiziégez;
Hebrews 1:3Péhini ô véza ar skéd euz hé c’hloar, hag ann doaré eûz hé zén, hag a zoug pép-tra dré ar gér eûz hé ners, goudé béza hor c’harzet euz hor péc’héjou, a zô azézet enn tu déou d’ar Veûrdez el léach uc’héla: