Leviegezh 4:30
Hag ar bélek a lakai eûz a c’hoad ar c’havr oud hé vîz; a daolô eûz anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hâg a skuḻô ann dilerc’h out trôad ann aoter.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
29Hag hén̄ a lakai hé zourn war benn hostiv ar péched, hag a lazô anézhi é léac’h ar sakrifiz-losk.
Cross References
Leviticus 4:7Lakaad a rai eûz ann kévélep goad war gerniel aoter al louzou c’houés vâd a zô hétuz d’ann Aotrou, ha péhini a zô é tabernakl ann désténi; hag ann dilerc’h eûz ar goad a skuḻo out troad aoter ar sakrifiz-losk, é-tâl dôr ann tabernakl.
Leviticus 4:34Ar bélek a gémérô eûz hé c’hoad gan̄d hé vîz, hag a lakai anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hag a skuḻô ann dilerc’h out troad ann aoter.
Leviticus 8:15É lazaz Moizez anézhan̄; hag ô kéméroud hé c’hoad, é soubaz hé vîz enn-han̄, hag é lékéaz anézhan̄ war gerniel ann aoter trô-war-drô; hag ô véza ével-sé hé c’hlanet hag hé san̄télet, é skuḻaz ann dilerc’h eûz ar goâd out troad ann aoter.
Isaiah 42:21Az péz koun eûz a gémen̄t-man̄, Jakob hag Israel, râk va zervicher oud; da c’hréat em eûz, va zervicher oud, Israel, na an̄kounac’ha két ac’hanoun.
Romans 10:4Hôgen pétrâ a respoun̄t Doué d’ézhan̄? Mired em eûz évid-oun seiz mil dén, péré n’hô deûz két pléget hô glin dirâk Baal. 5 Ével-sé éta eunn niver bihan a zô bét salvet enn amzer-zé hervez dilenn ar c’hrâs.