Leviegezh 5:15
Mar pec’h eunn dén dré ziwiziégez a-éneb ann traou a zô gwéstlet d’ann Aotrou, é kennigô évid hé béc’hed eunn tourz dinam eûz ann dropellou, a hell béza prénet gan̄d daou sikl, hervez men̄t ar san̄tuar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
Cross References
Leviticus 1:10Mar kennig eul loen all, da lavaroud eo eunn dan̄vad pé eur c’havr, é kennigô eur par dinam;
Leviticus 5:1Mar pec’h eunn dén, goudé béza klevet eur ré oc’h ôber lé; mar d-eo bét tést, pé évit beza gwélet, pé évit béza gwézet, ha ma n’hen diskuḻ két, é tougô hé fallagriez.
Leviticus 5:18É kémérô eûz a greiz hé dropel eunn tourz dinam, a gennigô d’ar bélek hervez ar ven̄t hag ar prizadur eûz ar péc’hed; hag ar béleg a bédô évit-han̄, ô véza ma en dévézô gréat ar fazi héb hé c’houzout; hag é vézô distôlet d’ézhan̄,
Leviticus 7:1Chétu ivé lézen ann hostiv évid ar gwall: san̄tel-brâz eo.
Leviticus 10:17Pérâg n’hoc’h eûz-hu két debret el léac’h san̄tel hostiv ar péc’hed, a zô san̄tel-brâz, hag a zô bét rôed d’é-hoc’h, évit ma tougot fallagriez ar bobl, ha ma pédot évit-han̄ dirâg ann Aotrou: